Infrastructure tools to support an effective radiation oncology learning health system

KemmaƱ al liammoĆ¹
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-maƱ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiƱ.
Gallout a rit skoazellaƱ Wikipedia dre glokaat anezhaƱ
Ur pennad Spagn (anvadurezh) zo ivez.

Unaniezh Europa
(es) Reino de EspaƱa
(ca) Regne d'Espanya
(eu) Espainiako Erresuma
(ga) Reino de EspaƱa
Banniel Spagn Skoed-ardamez Spagn
Banniel ArdamezioĆ¹
Kan broadel
Marcha Real

Sturienn
Plus Ultra "Pelloc'h"

  • ā–ˆā–ˆ Lec'hiadur en Europa

  • Ker-benn Madrid

    YezhoĆ¹
    ā€¢ ofisiel
    ā€¢ kenofisiel

    Spagnoleg
    Katalaneg, Euskareg
    Galisianeg, Araneg

    Gorread
    ā€¢ En holl
    ā€¢ % dour

    504 782 kmĀ²
    1,04 %
    PoblaƱs
    ā€¢ Hollad
    ā€¢ Stankter
    ā€¢ Annezidi

    48 592 909 ann. (2024)
    96/kmĀ²
    Spagnol(ed) / Spagnolez(ed), Spagnad (-gniz)

    Roue Felipe VI
    KentaƱ ministr Pedro SƔnchez
    Gouel broadel 12 a viz Here
    Moneiz Euro (ā‚¬)
    Kod pellgomz 34
    Kenrouedad .es

    Ur vro etre ar Meurvor atlantel hag ar Mor Kreizdouar eo Spagn (pe Bro-Spagn), un anv a deu eus ar ger latin Hispania, e Ledenez Iberia.

    Douaroniezh

    Spagn, pe Rouantelezh Spagn hervez hecā€™h anv ofisiel, zo ur stad eus mervent Europa, ha dezhi div englozadenn e Norzhafrika (Maroko). Un demokratelezh eo, hag aozet eo evel un unpenniezh daeliek. Ur vro ziorroet eo, a zo en navet renk evit a sell an armerzh er bed a-bezh. Ur vro all, Portugal hecā€™h anv, a gaver e KornĆ“g hag e Mervent Ledenez Iberia (diwar anv an Iberianed, ar bobl he doa graet hecā€™h annez eno er Ragistor).

    Er Su da Spagn emaƱ Jibraltar (un tiriad tramor a zo d'ar Rouantelezh-Unanet). Pelloc'hik er c'hreisteiz emaƱ Maroko, a zo enklozet enni div geoded spagnat : (Ceuta) ha (Melilla). Er biz da Spagn emaƱ ar PireneoĆ¹, a zo ul lodenn anezho da Vro-C'hall, hag ivez Andorra, ur briƱselezh vihan dizalc'h. E Spagn ivez emaƱ an inizi Balearez er Mor Kreizdouar, an inizi Kanariez er Meurvor Atlantel hag enezennoĆ¹ didud niverus er Mor Kreizdouar eus tu strizh-mor Jibraltar, anavezet eo evel lecā€™hioĆ¹ ar riegezh (Plazas de soberanĆ­a), evel an inizi Chafarinas, Enez AlborĆ”n, Ā« reier Ā» VĆ©lez de la Gomera hag Alhucemas hag un enezenn vihan, Enez Perejil. Er biz da Spagn, er PireneoĆ¹ gall, ez eus un englozadenn vihan eus Katalonia, ur gĆŖr zo LlĆ­via hec'h anv hag hi gronnet gant an tiriad gall.

    Istor

    Iberianed a oa anv ar poblaƱsoĆ¹ emren a oa o vevaƱ e Ledenez Iberia. Da cā€™houde e oa deuet poblaƱsoĆ¹ kelt avat, a veze graet ar Geltiberianed anezho, da vevaƱ ganto.

    Adalek an IXvet kantved a-raok Jezuz-Krist e stalias ar Fenikianed, ar C'hresianed ha Kartadiz kontoerioĆ¹ war aodoĆ¹ ar Mor Kreizdouar.

    En IIvet kantved e voe aloubet al ledenez gant ar Romaned. Ar cā€™hastilhaneg, ar relijion hag al lezennoĆ¹ a zeu evit darn eus ar mare ma oa bet ar Romaned enni.

    Pa'z eas an Impalaeriezh roman war an diskar er Vvet kantved e voe aloubet ar vro gant ar Sueved, ar Vandaled hag ar Wizigoted. Bet staliet evit ur mare e su al ledenez ez eas ar Vandaled buan dā€™ober o annez e Tunizia, tra ma voe renet ar vro gant ar Wizigoted betek aloubidigezh ar vro gant ar Vuzulmaned.

    AloubiƱ a reas an arabed-berbered, kaset gant Tariq ibn Ziyad, ar vro e 711. E 756 e teuas Spagn, anezhi ur vro vuzulman, da vezaƱ dizalc'h, dindan ren Omeyaded Spagn. E 929 e teuas ar vro da vezaƱ kalifiezh. En XIvet kantved ez eas ar galifelezh war an diskar hag e-se e voe savet meur a stad bihan, a veze anvet TaifaoĆ¹ (betek 25).

    Neuze e krogas ar gristenien, a veze repuet e Norzh ar vro, en-dro d'aloubiƱ Spagn ha da skarzhaƱ ar Vuzulmaned kuit diouzh ar vro. Padout a reas an adpercā€™hennigezh-se betek 1492, pa voe skarzhet ar Vuzulmaned ziwezhaƱ diouzh Rouantelezh Granada dindan ren ar roueed katolik, Isabel de Castilla ha Fernando de AragĆ³n. E fin ar bloaz 1792 e voe dizoloet pe addizoloet Amerika gant Kristol Goulm. Peurunvanet e voe Spagn ent-ofisiel e 1512. Adalek ar mare-se e krogas ar Gonkistadored da sevel un impalaeriezh drevadennel divent evit Spagn en div Amerika .

    E 1492 e tivizas penntierned Spagn, broudet gant ar pezh a cā€™hoarveze er vro a-fet relijion gant an Adpercā€™hennidigezh, da lakaat ar Yuzevien da zibab etre treiƱ ouzh Doue pe mont d'an harlu. An darn vrasaƱ eus ar Yuzevien a oa aet da repuiƱ en impalaeriezh otoman ha chomet e oa ar vuzulmaned e Spagn war-lercā€™h an Adpercā€™hennigezh-se, a veze graet ar Vorisked diouto, a voe lakaet da dreiƱ ouzh Doue dre ret adalek deroĆ¹ ar XVIvet kantved. Skarzhet e voent kuit diouzh ar vro e 1609, goude mā€™o doa kemeret perzh e meur a emsavadeg.

    Dont a reas Spagn da vezaƱ ur rouantelezh er XVIvet kantved, unan eus ar riezoĆ¹ galloudusaƱ Europa abalamour ma oa bet aloubet-mat Amerika ganti hag abalamour ma tegase pinvidigezhioĆ¹ a-leizh eus ar c'hevandir-se.

    Koulskoude e voe kaset galloudegezh ar Spagnoled tamm-ha-tamm da netra peogwir e rae brezel ouzh broioĆ¹ all ha ker-ruz e kouste dezhi brezeliaƱ. A-hend-all e voe freuz ha reuz er vro gant an emsavadegoĆ¹ a zirollas enni.

    E 1700 e teuas mab-bihan ar roue gall Loeiz XIV, bet e wreg kentaƱ mercā€™h yaouaer roue Spagn, da vezaƱ Roue Spagn, Fulup V e anv. Sevel ar reas tierniezh Bourboned Spagn. Un emglev a oa bet skoulmet etrezo ha roueed Bro-C'hall (Tiernezh ar re Vourbon). E XVIIIvet kantved e stourme an danvez roueed an eil ouzh egile hag e-se ez eas rouantelezh Spagn war wanaat.

    Da vare Napoleon IaƱ, e deroĆ¹ an XIXvet kantved, e voe aloubet Spagn gant Bro-C'hall hag abalamour da se e tirollas Brezel Spagn, ur brezel gwadek-kenaƱ er vro.

    Abalamour ma voe meur a wech er blegenn e kollas Spagn an darn vuiaƱ eus he zrevadennoĆ¹ e XIXvet kantved, dreist-holl adalek ar bloavezhioĆ¹ 1820.

    Lakaet e voe Republik kentaƱ Spagn war-sav e 1873 hag e 1874 met ne badas pell.

    Distaget e voe an trevadennoĆ¹ diwezhaƱ (Kuba, Filipinez, Puerto Rico, Guam) diouzh ar rouantelezh e 1898, goude ar brezel a voe etre Spagn hag ar StadoĆ¹-Unanet.

    Spagn, nā€™he doa kalz a zarempredoĆ¹ gant broioĆ¹ all Europa, a voe warlercā€™hiet evit a sell ouzh an armerzh hag ar politikerezh.

    Gant Eil Republik Spagn e voe skarzhet tiernezh ar re Vourbon diwar an tron e 1931. E 1936, goude trec'h Talbenn poblek Spagn, en em savas an tu dehoĆ¹ pellaƱ, a oa ennaƱ Karlourien hag ar FalaƱsourien. E 1936 e tirollas ur brezel diabarzh, Brezel Spagn, goude an taol-stad c'hwitet hag e badas betek 1939. Goude ar brezel-se e voe renet Spagn gant ar Jeneral Franco. Divizout a reas an diktator Franco, a oa a-du gant ar roueelezh koulskoude, mirout ar galloud evitaƱ ha goulennet en doa adlakaat ar roueelezh war-sav war-lercā€™h e varv hepken.

    Goude marv ar Jeneral Franco, e 1975, e voe adlakaet ar roueelezh war-sav evel mā€™en doa divizet an diktator. Met Juan Carlos IaƱ, ar roue nevez, a lakaas an demokratelezh buan war-sav hag e 1986 e teuas Spagn ezel eus Unvaniezh Europa. Gant ar Vonreizh nevez, anezhi ur Vonreizh frank-tre, e voe freuzet ar greizennelouriezh bet lakaet e plas gant Franco ha digreizennet-mat e voe ar vro. Kalz a strolladoĆ¹ broadelourien lec'hel, bet difennet da vare Franco, a oa aotreet en-dro, dreist-holl er c'humuniezhoĆ¹, ma vez graet gant yezhoĆ¹ disheƱvel diouzh ar cā€™hastilhaneg, evel Euskadi ha Katalonia. E kumuniezhoĆ¹'zo e vez goulennet muiocā€™h a emrenerezh, lod anezho a cā€™houlenn bezaƱ dizalcā€™h (en Euskadi hag e Katalonia dreist-holl).

    Dindan dregont bloavezh eo deuet armerzh Spagn dā€™ober berzh kaer, ar pezh nā€™eo ket c'hoarvezet gant armerzh Portugal avat. Tud zo a lavar ez eus bet ur burzhud armerzhel e Spagn pa zeskrivont emdroadur an armerzh er vro.

    Douaroniezh

    Kartenn Spagn

    Politikerezh

    Palez ar Roueed e Madrid

    Pennad dre ar munud : Politikerezh Spagn

    Abaoe 1978 e vez meret aozadur politikel Spagn gant Bonreizh Spagn 1978. Gant ar Vonreizh eo deuet Spagn da vezaƱ war un dro ur vonarkiezh vonreizhel hag un demokratelezh. Liesseurt eo ar strolladoĆ¹ politikel enni ivez.

    GalloudoĆ¹ politikel hag arouezel en deus ar roue. Termenet eo ar galloudoĆ¹-se e mellad 612 ar Vonreizh : peurwiriekaat al lezennoĆ¹, divodaƱ ar parlamant (Las Cortes Generales), envel a ra Prezidant ar Gouarnamant, hag e penn an armeoĆ¹ emaƱ. E penn diplomatiezh ar Stad emaƱ ivez (mellad niv. 63). Felipe VI eo ar roue er mare-maƱ.

    E penn ar galloud erounit emaƱ Prezidant ar gouarnamant (Presidente del Gobierno) (ur garg zamheƱvel diouzh hini ur Cā€™hentaƱ ministr. Pevar bloavezh e pad e respet. Anvet eo da Brezidant ar gouarnamant gant ar roue, ur wech mā€™eo bet degemeret gant Congreso de los Diputados. E penn Kuzul ar Vinistred emaƱ. Mariano Rajoy zo e penn ar gouarnamant abaoe 2011, goude bezaƱ bet trecā€™h en dilennadeg kannaded. Dont a ra war-lerc'h JosĆ© Luis RodrĆ­guez Zapatero.

    Bodet eo ar galloud erounit e Palez ar Parlamant (Las Cortes Generales). Er palez-se ez eus ur gambr izel anvet Congreso de los Diputados (Kendalc'h ar Gannaded) hag ur gambr uhel a vez anvet ar "Senedoā€ (Sened). 300 dilennad zo e Kendalcā€™h ar Gannaded. Evit pevar bloavezh e vezont dilennet gant ar mouezhiaƱ eeun. 248 den a vez ezel eus ar Sened, en o zouez 208 den dilennet gant ar mouezhiaƱ eeun ha 40 den anvet gant ar rannvroioĆ¹.

    Bep 4 bloaz e vez aozet dilennadegoĆ¹ e Spagn. E miz Du 2011 e voe aozet an dilennadegoĆ¹ hollek diwezhaƱ.

    Ezel eus Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel hag eus Unaniezh Europa eo Spagn.

    TiriadoĆ¹ Spagn

    Seitek "KumuniezhioĆ¹ emren" a zo e Spagn. SeurtoĆ¹ stadoĆ¹ kevreet int ha peuzdizalcā€™h int, ha pa vefe kalz a ziforc'h er galloudoĆ¹ roet dā€™an eil pe eben gant ar stad kreiz. Ar cā€™humuniezhioĆ¹ emren zo enno ur broviƱs pe meur a hini. En holl ez eus 50 proviƱs. Ouzhpenn da se ez eus div gĆŖr dibar o statud, (Ceuta ha Melilla o anv.

    111 kumun zo e Spagn, en o zouez enklozenn Livia e Reter ar PireneoĆ¹.

    Annezidi
    (2000)
    Annezidi
    (2005)
    Annezidi
    (2000)
    Annezidi
    (2005)
    Annezidi
    (2000)
    Annezidi
    (2005)
    Andalouzia 7 340 052 7 849 799 Castilla-La Mancha 1 734 261 1 894 667 Madrid 5 205 408 5 964 143
    AragĆ³n 1 189 909 1 269 027 Castilla y LeĆ³n 2 479 118 2 510 849 Rannvro Murcia 1 149 329 1 335 792
    Asturiez 1 076 567 1 076 635 Katalonia 6 261 999 6 995 206 Navarra 543 757 593 472
    Inizi Balearez 845 630 983 131 Kumuniezh Valencia 4 120 729 4 692 449 Kumuniezh Emren Euskadi 2 098 596 2 124 846
    Kanariez 1 716 276 1 968 280 Extremadura 1 069 420 1 083 879 La Rioja 264 178 301 084
    Kantabria 531 159 562 309 Galiza 2 731 900 2 762 198
    KĆŖrioĆ¹ emren
    Ceuta 75 241 75 276 Melilla 66 263 64 488
    Kartenn Spagn hag he rannvroioĆ¹

    PoblaƱs

    Emdroadur ar boblaƱs etre 1900 ha 2005 (sifroĆ¹ gant Institute Nationa d'Estadistique 2005 (Ensavadur Broadel ar StadegoĆ¹)

    40 499 799 annezad a oa e Spagn dā€™ar 1aƱ a viz Genver [[2000] ha 46 005 127 annezad dā€™ar 1aƱ a viz Genver 2006. Nā€™eo ket ken uhel stankted ar boblaƱs e Spagn (87,41 annezad/km2) hag en darn vuiaƱ eus ar broioĆ¹ all e kornĆ“g Europa. N'eo ket ingal-kenaƱ dasparzh an dud er vro a-bezh. Muioc'h a dud zo o chom war an aod pe en trowardroioĆ¹ da Vadrid, tra ma'z eus nebeut-tre a dud o chom en diarbarzh.

    Kresket kalz eo poblaƱs Spagn abaoe dibenn ar bloavezhioĆ¹ 1990, pa oa en em gavet en tu all da 3 milion a enbrodi dā€™ober o annez enni. Evit gwir, etre 2000 ha 2005, e voe ar feur uhelaƱ a enbroidi e Spagn evit a sell ar bed a-bezh. Eus Su Amerika, Reter Europa ha Maghreb e teue an dud-se dreist-holl. 8,47 % eus poblaƱs Spagn a oa eus an estrenvro e 2005.

    KĆŖrioĆ¹ pennaƱ (2005)

    1. Madrid 5 843 041
    2. Barcelona 4 686 701
    3. Valencia 1 694 970
    4. Sevilla 1 317 098
    5. MĆ”laga 1 074 074
    6. Bilbao 947 581
    7. Asturiez (GijĆ³n,Oviedo, AvalĆ©s ha Langreo) 855 199

    8. Zaragoza 833 455
    9. Alicante-Elche 711 215
    10. Bae CĆ”diz (CĆ”diz-Jerez) 638 076
    11. Las Palmas de Gran Canaria 616 903
    12. Murcia 563 272
    13. Valladolid 519 249

    Armerzh

    E-pad pell e oa bet Spagn ur vro labour-douar anezhi dreist-holl met abaoe 1975 mui pe vui ez eus bet kemmoĆ¹ sokioarmerzhel bras enni. Liesseurt eo an armerzh enni hiziv an deiz. Deuet eo al liesseursted-se diwar kresk buan ar greantelezh er bloavezhioĆ¹ hanter-kant ha diwar diorren an touristerezh. Etre 1995 ha 2001 e oa kresket an implijoĆ¹ er greanterezhioĆ¹ a 38%. Adalek 1964 ez eus bet kaset da benn meur a rakres evit diorren armerzh ar vro. Diorroet e oa bet ar vetalouriezh, al lestrsaverezh hag gennad an ezteuler kailh. Dindan 20 vloaz eo deuet Spagn da vezaƱ ur Stad a bouez evit a sell ar greantelezh hag al labour-douar. Eus gennad an touristelezh avat e teu ar goundioĆ¹ brasaƱ.

    Deuet eo Spagn da vezaƱ an navvet Stad er bed a-bezh hiziv an deiz.

    Sevenadur

    Pont Kursaal, e San Sebastian - Donostia

    Hervez un enklask bet graet nevez zo gant Kreizenn foran an enklaskoĆ¹ sokiologel (Le Monde, miz Gouere 2005), ez eus 82,4% eus Spagnoled a lavar ez int katoliked, en o zouez 47,7% anezho a lavar ez int katoliked wirion.

    Relijion

    Dome, ProviƱs Cuenca.
    Sagrada Familia, ProviƱs Barcelona.
    ProviƱs Segovia Segovia, akvedukto .
    Naranjo de Bulnes
    Alhambra, ProviƱs Granada
    GouelioĆ¹ ha deizioĆ¹ gouel
    Deiziad Anv brezhonek Anv kastilhanek EvezhiadennoĆ¹
    1aƱ Genver Kalanna AƱo Nuevo
    16 a viz Genver Gouel ar Rouaned EpifanĆ­a
    19 a viz Meurzh Sant Jozeb San JosƩ Ne vez ket lidet en Andalouzia, Inizi Balearez, Inizi Kanariez, Katalonia hag e La Rioja
    5 a viz Ebrel Yaou-Gamblit Jueves Santo Ne vez ket lidet e Katalonia nag e Valencia
    6 a viz Ebrel Gwener-ar-Groaz Viernes Santo
    1aƱ Mae Gouel al Labour DĆ­a del Trabajo
    25 a viz Gouere Sant Jakez Santiago ApĆ³stol Ne vez ket lidet en Andalouzia nag e Katalonia, Ceuta, Melilla nag e Navarra.
    15 a viz Eost Gouel Maria Hanter-Eost AsunciĆ³n
    12 a viz Here Gouel an Hispaniadelezh DĆ­a de la Hispanidad Gouel broadel Spagn
    1aƱ Du Gouel an Hollsent DĆ­a de Todos los Santos
    16 a viz Kerzu Devezh ar Vonreizh DĆ­a de la ConstituciĆ³n
    8 a viz Kerzu Gouel ar Werc'hez Vari koƱsevet dinamm Inmaculada ConcepciĆ³n
    25 a viz Kerzu Nedeleg Navidad

    NotennoĆ¹

    LiammoĆ¹ diavaez


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroĆ¹ diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Wikeriadur
    Sellit ouzh ar ger Spagn er
    wikeriadur, ar geriadur frank.

    Spagn en Open Directory Project