Infrastructure tools to support an effective radiation oncology learning health system

KemmaƱ al liammoĆ¹

StadoĆ¹ an OSCE
OSCE SMM (Special Monitoring Mission) oc'h evezhiaƱ fiƱvoĆ¹ an armoĆ¹ ponner e reter Ukraina e 2015

An Organization for Security and Co-operation in Europe (OSCE) pe Aozadur evit ar surentez hag ar c'henober en Europa (ASKE) eo brasaƱ aozadur surentez etregouarnamantel ar bed. Lies eo e gefridioĆ¹ : kontrollaƱ an armoĆ¹, brudaƱ ha difenn GwirioĆ¹ Mab-Den, difenn frankiz ar c'helaouiƱ ha diwall diouzh dilennadegoĆ¹ direizh. Tost da 3500 a dud a labour en aozadur. Darn eus an implijidi zo oberiant war an dachenn. Ul lodenn all a labour er sekretourvaoĆ¹ e Vienna, en Aostria.
E 1975, e-kerzh ar Brezel yen, e voe krouet an OSCE evel lec'h eskemm etre ar C'hornƓg hag ar Reter, da-geƱver ar c'hendiviz war ar surentez ha ar c'henober en Europa (Conference on Security and Co-operation in Europe, CSCE) hag a oa bet dalc'het e Helsinki, Finland.

Kefridiet eo an OSCE gant an diarbenniƱ, diarbenniƱ brezelioĆ¹ pe stourmoĆ¹ lec'hel, meraƱ reuziadoĆ¹, ha meraƱ penaos dont e-maez ar reuziadoĆ¹. Ar 57 Stad a gemer perzh zo lec'hiet en Europa, e norzh ha kreiz Azia ha Norzhamerika. Dre vras emaƱ oberiant war an hanterzouar norzh.

C'hwec'h yezh ofisiel a zo implijet en aozadur OSCE: alamaneg, galleg, italianeg, rusianeg, saozneg ha spagnoleg.

Sinerien an OSCE e 2012
  • ā–ˆā–ˆ Sinerien Feur-emglevioĆ¹ Helsinki ha Karta Paris
  • ā–ˆā–ˆ Sinerien Feur-emglevioĆ¹ Helsinki nemetken
  • ā–ˆā–ˆ harperien d'ar c'henober
  • ā–ˆā–ˆ Nann-sinerien