Infrastructure tools to support an effective radiation oncology learning health system
Taolenn
Iskevrennad eus | fixed-wing aircraft, powered aircraft |
---|---|
Efed | Saotradur dre drouz, saotradur an aer, beaj, kemmadur an hin |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 1903 |
Powered by | aircraft engine |
Wing configuration | fixed-wing aircraft |
Military designation | A, V |
Deskrivet en URL | https://neal.fun/earth-reviews/airplanes |
Implijet gant | global airplane fleet |
Produced sound | aircraft noise |
Arouezenn Unicode | ā, šŖ, š©, šØ |
Un danvez pennad eo ar pennad-maƱ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiƱ.
Gallout a rit skoazellaƱ Wikipedia dre glokaat anezhaƱ.
Un nijerez (liester nijerezioĆ¹), pe ur c'harr-nij, hervez an termenadur degemeret gant an OACI, zo un aerlestr pounneroc'h eget an aer ha kaset da loc'haƱ ha da zibradaƱ gant ur c'heflusker (ma n'eus keflusker ebet ez eo ur blaverez). Ar c'hemporzh en aer a zeu eus an ersavioĆ¹ aerwezhel a c'hoarvez war gorreoĆ¹ difiƱv e-kerzh an nijadenn.
Ne gomzer ket "nijerez" pa zeu ar c'hemporzh eus un ardivink fiƱvadus evel ur viƱ-tro, rak ur viƱsaskell eo an ardivink en degouezh-se. Ma vez lakaet ouzh an nijerez un ardivink evit pradaƱ war an dour e teu an nijerez da vezaƱ un dournijerez.
Istor
Savet e voe ur blaverez gant an ijinour saoz George Cayley e 1853, met gant Jean-Marie Le Bris eo e voe graet nijadenn gentaƱ un nijerez e 1856, da lavaret eo nijadenn un aerlestr erlusket gant un nerzh rak sachet e oa e garr-nij L'Albatros artificiel gant ur penn-kezeg a zaoulamme war un draezhenn.
Evit kontaƱ nijadennoĆ¹ an nijer breizhat eo e voe implijet ar ger avion evit ar wech kentaƱ gant ar c'hazetenner Gabriel de La Landelle en e levr Aviation ou navigation aĆ©rienne sans ballon e 1863[1].
Kalz diaraogerien en nijerezh all a glaskas dibradaƱ o flaverezioĆ¹ evel an Alaman Otto Lilienthal etre 1867 ha 1896. Aerlistri gant ur mekanik dre vurezh a voe savet gant an ijinadenner gall ClĆ©ment Ader adalek 1890 hag an ijiner saoz-ha-stadunanat Hiram Maxim e 1894, met ne zibradas ket o ijnadennoĆ¹ pe neuze nebeutoc'h eget 20 cm a-us al leur.
Nijadenn ar vreudeur Wright er StadoĆ¹-Unanet e 1903 e voe an nijadenn gentaƱ gwiriekaet gant ar Gevread Aerlestrel Etrebroadel. Awenet e oant bet gant labour Otto Lilienthal dreist-holl. War wellaat a reas ar c'hirri-nij e-pad ar Brezel-bed kentaƱ ha goude. Ar Vreizhveuriz John Alcock hag Arthur Whitten Brown a reas an nijadenn dreuzatlantel diarsav gentaƱ e 1919.
NijerezioĆ¹ a voe en holl emgannoĆ¹ bras an Eil Brezel-bed. Un elfenn bennaƱ eus ar strategiezh a voe evit ar Blitzkrieg alaman, Emgann Breizh-Veur, Brezel ar Meurvor Habask hag ar brezel argadiƱ war kevandir Europa, kenkoulz war Talbenn ar C'hornĆ“g ha Talbenn ar Reter.
Ar flistrell gentaƱ, da lavaret eo un nijerez gant ur c'heflusker dre zazloc'h, a voe an Heinkel He 178 alaman e 1939 hag an hini gentaƱ da emgann el Luftwaffe e voe an Messerschmitt Me 262 e 1943. E miz Here 1947 e voe tizhet moger ar son gant ur flistrell evit ar wech kentaƱ gant ar Bell X-1. An de Havilland Comet e voe ar flistrell genwerzhel gentaƱ, e 1952. Ar Boeing 747 e voe an nijerez treizhidi vrasaƱ eus 1970 betek 2005, ar bloaz ma'z erruas an Airbus A380.
NotennoĆ¹
- ā (fr) Bretagne-Aviation
Porched an treuzdougerezh ā Gwelit ar pennadoĆ¹ hag ar rummadoĆ¹ diwar-benn an treuzdougerezh. |