Infrastructure tools to support an effective radiation oncology learning health system

KemmaƱ al liammoĆ¹
Glaveier ar monson e Mumbai e Eost 2005.

Ar monson a zo ur reizhiad avelioĆ¹ mareadek a gaver war ribloĆ¹ Meurvor Indez ha e Su Azia. Kinniget eo bet ar ger arabeg mausim (mare-bloaz) evit orin ar ger. Evit gwir e vez implijet monson evit ar mare-bloaz pa zeu an avel da c'hwezhaƱ kreƱv e Su Indez ha tro-war-dro dezho hag ivez evit ar glaveier puilh-kenaƱ a gouezh asambles gant an avel e-pad an haƱv. Er goaƱv e c'hwezh an avel en tu all gant nebeutoc'h a c'hlaveier. Setu perak ez eus monson an haƱv ha monson ar goaƱv.

Implijet e vez ar ger monson evit kornĆ“g Meurvor Indez pa 'z eus ur c'hemm gant roudoĆ¹-avel ma'z a an avel a-hed : 6 miz da Vervent ha 6 da Viz.

Pa'z a an douar da dommaƱ muioc'h eget ar mor ez a an aer dommoc'h d'al laez ken e teu un aerwask izel a sach an avel diwar ar mor. Pa'z a an tolzennoĆ¹ aer c'hleb a vez war ar mor da zilestraƱ e kouezh glaveier diwar ar glizhennadur a zeu diwar ar menezioĆ¹ freskoc'h.

Er c'hontrol e teu an douar da vezaƱ freskoc'h er goaƱv eget er mor ken e vez krouet un aerwask izel war ar mor hag un avel war e du. Ne vez ket avel ar monson goaƱv ken dalc'hus eget hini an haƱv.