Informatics Educational Institutions & Programs
Taolenn
Iskevrennad eus | istor, Q116697863 |
---|---|
Arvez | istor |
Raklec'hiet gant | Ragistor |
Heuliet gant | Krennamzer, Postclassical Era |
Deiziad kregiñ | 4. millennium BCE |
Deiziad echuiñ | 5. century |
Tikedenn Stack Exchange | https://history.stackexchange.com/tags/ancient-history |
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An Henamzer a zo ur prantad eus an Istor evel m'eo c'hoarvezet en Europa ar C'hornôg dreist-holl. E-doug ar mare-se a ya eus deroù ar sevenadurioù bras e Mezopotamia (war-dro 7000 kent Jezuz-Krist) betek diwezh Impalaeriezh Roma e 476 goude Jezuz-Krist e vez gwelet diorridigezh ar sevenadurioù gresian ha roman hag ivez hini ar relijionoù bras diwanet er Reter-nesañ (yuzevegezh ha kristeniezh).
Deroù al Labour-douar hag ar vetalouriezh
War-dro ar bloaz 8000 kent JK e krog an dud da labourat an douar er Greskenn Strujus. Gant an dreistad boued a zegasas gounezerezh an douar e kreskas ar boblañs hag e voe ijinet a bep seurt micherioù a denne d'an artizanerezh ha pergen d'ar vetalouriezh : hini an arem, an houarn hag an dir, a feur ma voe gouestoc'h-gouestañ an dud da sevel fornioù uheloc'h-uhelañ ar wrez a c'hellent tizhout, a-benn teuziñ ar metaloù.
Ar Skritur
Evelkent ez eo gant ijinadenn ar Skritur an hini eo e komzer eus penn-kentañ an Henamzer. Aes eo kompren ez eo deuet betek ennomp kalz muioc'h a vunudoù diwar-benn ar sevenadurezhioù o doa ur skritur eget gant ar re a oa a-raok. Dre-se e vez renkennet ar sevenadurezhioù o devoe ur Skritur e-barzh an Istor rik, hag ar re a oa en a-raok er Ragistor.
Sevenadurezhioù an Henamzer
Meur a sevenadurezh a vez renkennet e prantad an Henamzer : - Ejipt (Henejipt) - Israel - Hellaz (Henc'hres) - sevenadurezh ar Romaned - sevenadurezh ar Gelted kozh : Galia, Preden - Fenisia