Histopathology image classification: Highlighting the gap between manual analysis and AI automation
Taolenn
Neuz
Kendalc'h Meur ar PouezioĆ¹ hag ar MuzulioĆ¹
Rann eus | Burev Etrebroadel ar PouezioĆ¹ hag ar MuzulioĆ¹ |
---|---|
Deiziad krouiƱ | 21 Gwe 1889 |
Anv berr | CGPM, CGPM |
A dalv evit tiriad | worldwide |
Sez sokial | Grand Paris |
Lec'hienn ofisiel | https://www.bipm.org/, https://www.bipm.org/fr/ |
Kendalc'h Meur ar PouezioĆ¹ hag ar MuzulioĆ¹ (CGPM ; ConfĆ©rence gĆ©nĆ©rale des poids et mesures) a zo unan eus an tri aozadur savet gant Kenemglev ar metr. En em vodaƱ a ra e Pariz bep pevar pe c'hwec'h vloaz. E 2002 e oa 51 stad ezel ha 10 ezel all kevredet er CGPM. E 2005 e oa savet an niver a izili kevredet da 171.
BodadegoĆ¹ ar CGPM
- 1aƱ (1889) - termenet ar c'hilogram e-giz mas pimpatrom etrebroadel ar c'hilogram, anezhaƱ ur c'hendeuzad platin hag iridiom miret e Burev Etrebroadel ar PouezioĆ¹ hag ar MuzulioĆ¹ (BIPM, Bureau international des poids et mesures), SĆØvres, FraƱs. Savet a-du gant pimpatrom etrebroadel ar metr.
- 2vet (1897)
- 3e (1901) - adtermenet al litr e-giz volum 1 kg dour pur pa vez e zouester en e uhelaƱ ha dindan ar gwask atmosferel nomal. Termenet buanadur standart ar graviter. Sklaeaet ez eo ar c'hilogram un unanenn vas ha difennet ober gantaƱ evit muzuliaƱ un nerzh pe ur pouez.
- 4e (1907) - carat = 200 mg degemeret.
- 5vet (1913) - kinniget ar Skeul Temperadur Etrebroadel.
- 6vet (1921) - adrenket Kenemglev ar metr.
- 7vet (1927) - krouet Kuzuliadeg AliaƱ evit an Elektregezh (CCĆ). Dont a ray da vezaƱ Kuzuliadeg AliaƱ evit an Elektregezh hag ar Vagnetegezh e 1997.
- 8 vet (1933) - gwelet splann eo ret kaout un unanenn elektrek absolut.
- 9vet (1948) - amper, coulomb, farad, henry, joule, newton, ohm, volt, watt, weber termenet. Dibabet an derez Celsius a-douez an tri anv e boaz. Degemeret al lizherenn vihan l e-giz simbol al litr. Degemeret ar skej hag ar pik o-daou e-giz dispartier degel. CheƱchet ar simboloĆ¹ evit ar ster hag ar segondenn [1].
- 10vet (1954) - termenet ar c'helvin, an atmosferenn standart. Loc'het ar sistem unanennoĆ¹ etrebroadel (metr, kilogram, segondenn, amper, kelvin, candela).
- 11vet (1960) - adtermenet ar metr gant hirderioĆ¹ gwagenn ar gouloĆ¹. Degemeret an hertz, al lumen, al lux, an tesla. Roet an anv ofisiel SI (evit SystĆØme International d'UnitĆ©s) d'ar sistem metrek nevez. Kadarnaet ar rakgerioĆ¹ piko-, nano-, mikro-, mega-, giga- ha tera-.
- 12 vet (1964) - adkemeret termenadur kentaƱ al litr = 1 dm³. RakgerioĆ¹ ato- ha femto-.
- 13vet (1967) - adtermenet ar segondenn e-giz pad 9 192 631 770 periodenn eus ar skinadenn a glot gant an tranzitadur etre daou live hipertanav eus stad diazez an atom seziom 133 d'un temperadur 0 kelvin. Derez Kelvin adanvet kelvin. Candela adtermenet.
- 14vet (1971) - termenet ar mol, unanenn SI diazez nevez. Degemeret ar pascal hag ar siemens.
- 15vet (1975) - rakgerioĆ¹ peta- hag egza-. UnanennoĆ¹ ar radiologiezh : gray ha becquerel.
- 16vet (1979) - termenet ar c'handela hag ar sievert. Aotreet l hag L da c'hortoz e-giz simboloĆ¹ evit al litr.
- 17vet (1983) - adtermenet ar metr gant tizh ar gouloĆ¹, met mirout ar ra ar memes hirder.
- 18vet (1987) - degemeret talvoudoĆ¹-kenemglev evit digemenn Josephson, KJ, ha digemenn von Klitzing, RK, o prientiƱ evel se termenadurioĆ¹ all evit an amper hag ar c'hilogram.
- 19vet (1991) - rakgerioĆ¹ nevez yokto-, zepto-, zeta- ha yota-.
- 20vet (1995) - dont a ra an unanennoĆ¹ ouzhpenn (radian ha steradian) da vezaƱ unanennoĆ¹ deveret.
- 21vet (1999) - unanenn SI deveret nevez, ar c'hatal = mol dre segondenn, unanenn vuzuliaƱ an aktivelezh katalitek.
- 22vet (2003) - Adlavaret ez eo ar skej hag ar pik o-daou dispartierioĆ¹ degel [2].
DaveoĆ¹
Notenn 1: Roll ar stadoĆ¹ ezel