FAIR and interactive data graphics from a scientific knowledge graph
Taolenn
Ar c'hilogramm (simbol: kg) eo an unanenn SI diazez evit ar mas. Dre dermenadur ez eo kevatal gant mas pimpatrom etrebroadel ar c'hilogram, anezhañ ur granenn platin iridiet (90 % platin ha 10 % iridiom), 39 mm he diametr ha 39 mm hec'h uhelder, ha disklêriet unanenn vas SI abaoe 1889 gant Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (BIPM).
Bez' ez eo an unanenn SI diazez nemeti a ra gant ur rakger [1]. Ul lieskement eus ar gramm eo: 1 kg = 1 000 g.
Bez' ez eo ivez an unanenn SI nemeti a zo termenet c'hoazh gant ur stalon danvezel ha n'eo ket gant ur perzh diazez eus ar fizik. Miret e vez ar pimpatrom-se dindan tri c'hloc'h gwer siellet ha na vez tennet er-maez nemet evit ober stalonadennoù (ar pezh a zo c'hoarvezet teir gwezh hepken abaoe ma'z eus anezhañ). Daoust d'an diwalloù-se ez eo variet mas ar pimpatrom eus un nebeud mikrogrammoù dija.
Padal, abaoe m'eo bet termenet talvoudoù digemmennoù Josephson (CIPM (1988) Erbed 1, PV 56; 19) ha von Klitzing (CIPM (1988), Erbed 2, PV 56; 20) gant an SI, e c'heller ober gant an daou dalvoud-se (KJ = 4,835 979×10+14 Hz/V hag RK = 2,581 280 7×10+4 Ω) ha gant termenadur an amper evit termeniñ ar c'hilogramm evel-henn :
Ar c'hilogramm eo ar mas a vefe buanaet eus 2×10-7 m/s² rik ma vefe sujet d'an nerzh dre vetr etre daou gonduer parallelek, eeun, anfin o hirder, disterdra o zroc'h kelc'hiek, lakaet war-hed ur metr an eil diouzh egile er goullonder, hag a dremen drezo ur red elektrek digemm a 6,241 509 629 152 65.1018 karg elfennel dre segondenn rik.
Graet eo vez ivez gant an unanennoù-se war dachenn ar relativelezh strishaet e-giz unanennoù energiezh (dre al liammadenn E=mc²).
Dazont ar c'hilogramm e-giz unanenn ziazez
Gouez da James Clerk Maxwell,
- Ha pa vefe gwarezet ar c'hilogramm en ul lec'h ispisial dindan gondisionoù kontrollet er BIPM e c'hell e vas cheñch un disterig a vloaz da vloaz en abeg d'ar c'hontammadur, d'ar c'holl materi gant an naetaat war c'horre pe efedoù all. Ur perzh naturel, dre dermenadur, a vez atav ar memes hini ha gallout a reer muzuliañ anezhañ e pep lec'h tra ma n'eo ar nemet er BIPM e c'heller kavout ar c'hilogramm a c'hellfer gwallaozañ pe distruj.
En abeg da se e vo termenet ar gramm e-giz unanenn zeveret sur a-walc'h, da geñver ur c'hendalc'h a zeu eus ar BIPM e miz Here 2007 e Pariz, ha roet e vefe da zigemmenn Planck an talvoud a-varv : 6,626 069 01 . 10-34 J . s.
Diouzh resister balañs ar watt hag he c'henklotadur gant resister gwellaet mas ur molad silisiom pur-kenañ e vo. Hag an dra-se a vo diouzh resister ar metr « skinoù X » a c'hellfe gwellaat gant labourioù ar fizikour Theodor W. Hänsch (evit gouzout hiroc'h gwelet (e saozneg) : [2] ha [3]).
Lieskementoù, ranngementoù hag unanennoù all
Kontrol da unanennoù all ar sistem etrebroadel ez eus ur rakger e-barzh anv ar « c'hilogramm » dija. Bez' e c'helljed stagañ kement rakger a zo ouzh gramm. Met evit gwir ne vez graet nemet gant ranngementoù ar gramm.
Lieskement | Anv | Simbol | Ranngement | Anv | Simbol | |
---|---|---|---|---|---|---|
100 | gramm | g | ||||
101 | dekagramm | dag | 10-1 | desigramm | dg | |
102 | hektogramm | hg | 10-2 | santigramm | cg | |
103 | kilogramm | kg | 10-3 | miligramm | mg | |
106 | megagramm (pe tonenn) | Mg | 10-6 | mikrogramm | µg (pe mcg (nann ofisiel)) | |
109 | gigagramm | Gg | 10-9 | nanogramm | ng | |
1012 | teragramm | Tg | 10-12 | pikogramm | pg | |
1015 | petagramm | Pg | 10-15 | femtogramm | fg | |
1018 | egzagramm | Eg | 10-18 | atogramm | ag | |
1021 | zetagramm | Zg | 10-21 | zeptogramm | zg | |
1024 | yotagramm | Yg | 10-24 | yoktogramm | yg |
An unanennoù angl-ha-saoz a vez graet stank a-walc'h ganto dre ar bed. Graet e vez peurvuiañ gant unanennoù ar sistem avoirdupois (av), hag e degouezhioù 'zo gant unanennoù ar sistem troy (t) : louzoù ha metalioù prizius.
- Sistem avoirdupois
- Sistem troy
En daolenn amañ dindan emañ ar c'henglotadurioù etre an unanennoù; en italik emañ ar c'henglotadurioù etre ar sistemoù angl-ha-saoz.
Kenglotadur gant an unanennoù angl-ha-saoz (talvoudoù nesaet) | ||||||
---|---|---|---|---|---|---|
g | oz av | oz t | lb t | lb av | kg | |
g | 1 | 0,035 3 | 0,032 2 | 0,002 68 | 0,002 20 | 0,001 |
oz av | 28,3 | 1 | 0,911 | 0,076 0 | 0,062 5 (1/16) | 0,0283 |
oz t | 31,1 | 1,097 | 1 | 0,083 3 (1/12) | 0,068 6 | 0,031 1 |
lb t | 373 | 13,2 | 12 | 1 | 0,823 | 0,373 |
lb av | 454 | 16 | 14,6 | 1,22 | 1 | 0,454 |
kg | 1 000 | 35,3 | 32,2 | 2,68 | 2,20 | 1 |