FAIR and interactive data graphics from a scientific knowledge graph
Er wengelouriezh lec'hlennat eo an einherjar (unander: einheri) ar re ambrouget d'ar Valhalla gant ar valkiriezed goude bout bet lazhet war an aerva. O anv a dalv "ar re a stourm o-unan". Bemdez e stourmont an eil ouzh egile war dachenn Idavoll betek o marv a-raok dasorc'hiñ en-dro e fin an dervezh. Ha bep noz e evont mez (produet gant Heiðrún) digaset gant ar valkiriezed, hag e tebront an hoc'h Sæhrímnir hag a zasorc'h hag a gresk en-dro betek an noz kentañ. An einherjar zo oc'h aozañ o c'horf hag o spered da vout darev da vrezeliñ pa vo deuet ar Ragnarök, e tachenn Vígríðr.
Kavout a reer an einherjar en Edda gwerzaouet hag en Edda e lavar-plaen skrivet gant Snorri Sturluson, hag er werz Hákonarmál ivez (skrivet gant Eyvindr skáldaspillir en Xvet kantved) enlakaet en Heimskringla, meneget int ivez en ur varzhoneg eus an Xvet kantved anvet Eiríksmál hag a gomz diwar-benn marv Erik Haraldsson.
Un ere etimologel a c'hall bout etre an einherjar hag an Harii (ur meuriad german meneget gant Tacitus e-kerzh ar Iañ kantved). Skolveuridi o deus keñveriet an einherjar hag o c'hurioù gant an emgann peurbadel Hjaðningavíg, hag an hemolc'h gouez.