FAIR and interactive data graphics from a scientific knowledge graph
Taolenn
Graet e vez deiziadur gregorian eus an deiziadur en implij en Europa hiziv an deiz. Implijet e vez ivez an deiziadur-se er Stadoù bet trevadennet gant Europiz gwechall hag en un darn vat eus ar bed a-hend-all.
Framm an deiziadur
Diazezet eo war deiziadur juluan Roma an Henamzer. Un deiziadur heolel eo a gemer da boent dave kelc'htro an Douar en-dro d'an Heol a bad 365,2422 devezh enno 24 eurvezh a 60 munut a 60 eilenn vetrek pep hini. Reiñ a ra an deiziadur gregorian un amzer keitat a 365,2425 devezh evit ur bloaz. A-benn suraat un niver a zevezhioù leun dre vloaz e ranker ouzhpennañ un devezh bizeost d'an 29 C'hwevrer a-wechoù. (gwelet Bloavezh bizeost).
400 bloaz e pad kelc'hiad klok an deiziadur gregorian : tri c'hantved a ya 24 kelc'hiad juluan (tri bloavezh 365 devezh mui ur bloavezh 366 devezh) d'o ober, mui ur c’hantved a ya 25 kelc'hiad juluan d'e ober.
Rannadur
Rannet eo an deiziadur gregorian e daouzek miz, strollet e pevar zrimiziad :
Genver, 31 deiz 90 pe 91 deiz
|
Ebrel, 30 deiz 91 deiz
|
Gouere, 31 deiz 92 deiz
|
Here, 31 deiz 92 deiz
|
Mont a ra ur prantad 7 devezh d'ober ur sizhun. Bep a anv zo da zeizioù ar sizhun : Sul eo an deiz kentañ, heuliet gant Lun, Meurzh, Merc'her, Yaou, Gwener ha Sadorn.
Peurliesañ e vez koublet implij an deiziadur gregorian gant hini an hoalad kristen, da lavaret eo goude JK.
Da notenniñ emañ n'eus ket bet a vloaz 0 ; kregiñ a ra ar c'hantvedoù hag ar milvedoù gant ar bloaz niverenn Unan. Setu perak eo krog an XXIvet kantved hag an IIIe milved d'ar 1añ Genver eus ar bloaz 1 eus an trede milved, da lavaret eo e 2001, ar bloaz 2000 o vezañ an hini diwezhañ eus an XXvet kantved.
Ar reizhadennn c'hregorian
Pennañ diforc'h zo etre an deiziadur gregorian hag e ziagentad, an deiziadur juluan eo dasparzh ar bloavezhioù bizeost.
Evel merket a-us, e pad ar bloavezh trovanel, da lavaret eo prantad treiñ keitat an Douar en-dro d'an Heol, kement a 365,2422 devezh.
Dre ouzhpennañ ur bloavezh bizeost bep 4 bloaz e lakae an deiziadur juluan pad keitad ur bloaz da 365,25 devezh. Degas a rae ur rikladur a 8 devezh dre vilved e-keñver an amzer wir. Gant se e rikle war-gil deiz gouel Pask, termenet gant kedez-Veurzh, war-du miz C’hwevrer.
Setu ma voe divizet dilemel ar bloavezhioù bizeost evit ar bloavezhioù zo lieskementadoù eus 100 hep bezañ lieskementadoù eus 400. Evel-henn, 1600 ha 2000 zo bet bloavezhioù bizeost, 1700, 1800 ha 1900 n'int ket bet avat.
Gant ar reolenn-mañ en em gaver gant ur bloavezh a 365,2425 devezh e lec’h 365,2422 devezh evel ma tlefe bezañ, da lavaret eo ur reñver tri deiz bep 10 000 bloaz. Kinniget ez eus bet kemm ar reolenn evit sellet ouzh lieskementadoù 4 000 evel ouzh bloavezhioù boas. Dre ma ya war verraat ar bloaz trovanel eus e-tro 0,5s dre gantved avat ha dre ma'z a ivez war hiraat an deiz eus 1.64 milisekondenn dre gantved, n'haller ket soñjal tizhout al live resister-se rak, an eil dre egile, n'eo ket gwashoc’h eget an diasurder war pad ar bloavezh a-benn 10 000 bloaz.
Degemer an deiziadur nevez
En e vuilh Inter gravissimas embannet e 1582 e tivizas ar Pab Gregor XIII ma vefe heuliet ar Yaou 4 Here diouzhtu gant ar Gwener 15 Here evit adtapout ar rikladur bet o kreskiñ a-hed ar c’hantvedoù. (Munud : dre ma voe lamet kuit 10 devezh ez eo marvet Santez Tereza a Avila en nozvezh etre ar 4 hag ar 15 Here 1582). Ar pal a oa herzel ouzh rikladur deiz gouel Pask (ar Sul goude loariad kentañ kedez-Veurzh) a yae war-du mizioù an hañv.
Mat eo merzout n'eo ket bet degemeret an deiziadur gregorian en Europa war un dro e pep lec'h. E talvoud eo bet lakaet gant Gregor XIII er Stadoù ma oa o ren. Polonia, Spagn ha Portugal en degemeras raktal. E Frañs hag e Breizh e voe an hevelep bloavezh. N'eo nemet en XVIIIvet kantved ma voe degemeret an deiziadur-se gant Breizh-Veur, protestant avat.
Pelloc'h eo bet c’hoazh ar broioù protestant all da zegemer ar reizhadenn c’hregorian rak, evel ma lavare ar steredoniour Johannes Kepler, e kavent gwelloc’h kaout dizemglev gant an astroù eget kaout emglev gant ar Pab.
E Rusia eo bet ret gortoz Dispac'h Here 1917, zo c’hoarvezet e miz Du e gwirionez hervez an deiziadur gregorian, evit gwelet Stad nevez an URSS o tegemer an deiziadur gregorian e 1918.
Evel-just, evit an istorourien, eo ur gwir torr-penn ar c’hemmoù deiziadur disheñvel-se. Evit gwir, un teul saoz deiziet eus an 10 Genver 1603 zo bet skrivet diwezhatoc’h eget un teul spagnol deiziet eus ar 15 Genver eus an hevelep bloavezh. Da skouer, marvet eo William Shakespeare ha Miguel de Cervantes d'an hevelep deiziad (23 Ebrel 1616), met ket d'an hevelep deiz ! Ganet eo Isaac Newton e 1642 e Breizh-Veur, met evit ar broioù dindan an deiziadur gregorian eo bet ganet e 1643
Emsavadegoù zo bet e Breizh-Veur pa voe lakaet an deiziadur nevez e talvoud e 1752 rak lod a lavare e vije ret dezho paeañ ur feurm klok gant 21 devezh digor gwirion hepken. Ouzhpenn-se e voe lakaet deroù ar bloaz d'ar 1añ Genver ha n'eo ket mui e dibenn Meurzh.
Frizenn gronolokel an tremen d'an deiziadur gregorian
Reizhadennoù an deiziadur gregorian
Ma n'eus ket bet stoket ouzh pennsoñjoù ar reizhadenn c'hregorian, n'eo ket bet heñvel evit an aozadur anezhi avat. Kavet ez eus bet abeg, evel-just, en e liammoù gant ar gristeniezh, a-hed an hoalad kristen, gant ar gouelioù relijiel, gant ar sent. Kaset eo bet lod da ijinañ raktresoù laikeloc’h evel, da skouer, evit ar C'hallaoued, an deiziadur republikan ijinet ganto da vare an dispac'h gall. Met, ma reas berzh ar reizhiad vetrek, an deiziadur avat, en deus graet kazeg. Gwir eo ne oa ket gwall entanus evit an dud ar soñj da gaout un devezh diskuizh bep 10 devezh (decadi) e-lec’h bep seizh devezh.
Kavet ez eus bet abeg en doare ma oa savet an deiziadur e-unan :
- mizioù kemmus ar pad anezho (eus 28 da 31 devezh) a zegas luz e dielfennadur ar stadegoù armerzhel ;
- diaes eo lakaat anv an deizioù da genglotañ gant o niverenn er miz ;
- pad an trimiziadoù (un tamm berroc'h eo an trede trimiziad eget an eil) ;
- niver a sizhunioù (4,33 ?) dre viz ;
- kemm deiziad devezhioù gouel zo evel Pask.
Met e gwirionez, n'eo ket an dibab zo bet graet gant Mab-den zo e kaoz. Ur fed eo ne glot ket ar bloavezh steredoniel gant un niver leun a zevezhioù, na kennebeut kelc’hiad al Loar ha ret mat eo rannañ an niver a zevezhioù en ur bloavezh ma venner en em adkaout un tammig bihan.
Degaset en deus an diaester-se un toullad kinnigoù reizhañ a erbed implijout pennaenn an Deiz epagomenek. Graet e vez devezh epagomenek eus un devezh gwenn na gemerer ket e kont evit diskont ar sizhun. Pa vez ouzhpennet un devezh epagomenek ar bloaz (pe daou evit ar bloavezhioù bizeost) en em gaver gant ur gont rik a 364 = 7×52. An hevelep mennozh eo a gaver e deiziadur republikan an Dispac’h gall gant ar gourdeizioù (deizioù ouzhpenn).
Dibabet e oa bet pad ar mizioù evit klotañ mui pe vui gant ul loariad. Evel-se e c’halle an holl dud, desket pe zizesk, gouzout mui pe vui, en ur sellet ouzh kemm tres al Loar, pegoulz e oa aet ur miz hebiou ; pouezus e oa ivez en em zaveañ ouzh al Loar evit ar vartoloded (gouzout eus ar mareoù) hag evit al labourerien-douar (labourioù noz er parkeier, koulzioù hadañ). Ha pa vefe gwir eo distennet hiziv al liamm strizh a unane an dud ouzh lusk an natur n'haller nemet stadañ e klask an darn vrasñ eus ar reizhadennoù kinniget mirout mizioù a bad e-tro ul loariad. Menegomp memes tra an deiziadur baha'i implijet er vahaiegezh. Mard eo diazezet mat war ur bloavezh heol a grog da-geñver ar gedez-Veurzh (21 Meurzh), eo dibar ivez rak dilezel a ra an dave d'al Loar evit pad ar mizioù. En deiziadur-se ez a 19 miz a 19 devezh d'ober ur bloavezh. Etrelakaet eo ar 4 devezh ouzhpenn ret evit klokaat ur bloaz etre an 18vet hag an 19vet miz. Graet e vez gourdeizioù eus an deizioù-se.
A-hed an tri c’hantved diwezhañ ez eus bet degaset meur a ginnig reizhañ. Kinigoù an deiziadur hollvedel ha re an deiziadur stabil eo ar re anavezetañ anezho. E-tro kreiz an XXvet kantved e voe renet studiadennoù, broudet gant Kevredad ar Broadoù ha, d'e heul, gant an ABU, evit reizhañ an deiziadur. Dilezet eo bet ar strivoù-se da-heul ar gwask lakaet war an ABU gant Stadoù evel SUA, Breizh-Veur, an Izelvroioù pe, c’hoazh, Indonezia, kuit da zirenkañ hengounioù relijiel evit doare.
Niverus eo bet an aozerien skiant-faltazi o deus c’hoariet gant mennozh un deiziadur a orin eus an Douar implijet un deiz, marteze a-walc’h, en egorad a-bezh, hag a vije bet kollet ar soñj eus ar rag ma oa bet savet, ha betek soñj ar blanedenn zouar, kement hag ober.
Edmond Rostand ar romantour gall, eus e du, en e oberenn vrudet Cyrano de Bergerac, a glaske touellañ e lennerien oc’h embann e oa ur Sadorn eus ar 26 Gwengolo 1655... ur Sul e oa anezhi a-benn ar fin !
Gwelet ivez
Levrlennadur
- Jean-Claude Even : Calendrier romain. Méthode de recherche et de vérification des dates de Jules César à l'An 2000. Trégrom. 1980