FAIR and interactive data graphics from a scientific knowledge graph
Taolenn
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1431 : kondaonet eo Janed Ark d’ar marv gant he barnerien e Rouan, ha devet eo ez-vev en un tantad.
- 1814 : dre sinadur Emglev Pariz eo lakaet harzoù Frañs da vezañ heñvel ouzh ar re a oa ganti e 1792. Kaset eo Napoleon I en harlu da enez Elba.
- 1871 : echu gant emsavadeg Kumun Pariz.
- 1913 : dibenn Brezel kentañ ar Balkanioù gant sinadur un emglev a beoc’h e Londrez. Dont a ra Albania da vezañ ur stad dizalc’h.
- 1965 : mont a ra ar maout gant Football Klub Naoned e Kampionad mell-droad Frañs evit ar wech kentañ.
- 1967 : en em zisrannañ a ra Biafra diouzh Nigeria.
- 1968 : divodadeg Kambr ar Gannaded e Frañs. Manifestadeg ramzel eus an tu dehou war ar Champs-Élysées.
Ganedigezhioù
- 1814 : Mic'hail Bakounin, anarkour rusian.
- 1845 : Amadeo Iañ, roue Spagn.
- 1907 : Germaine Tillion, etnologourez ha rezistantez c'hall.
- 1908 : Louis Daquin, filmaozer ha saver senario gall.
- 1909 : Benny Goodman, soner jazz amerikan c'hoarier saksofon, treujenn-gaol ha pennsoner.
- 1927 : Clint Walker, aktour ha kaner stadunanat.
Marvioù
- 1593 : Christopher Marlowe, skrivagner saoz.
- 1640 : Pieter Pauwel Rubens, livour flandrezat.
- 1778 : Voltaire, skrivagner ha prederour gallek.
- 1878 : Frañsez-Mari Beleg, troour brezhonek.
- 1906 : Michael Davitt (Mícheál Mac Dáibhéid), politikour iwerzhonat, saver al Land League.
- 1960 : Boris Pasternak, barzh ha skrivagner rusian, kinniget dezhañ Priz Nobel al Lennegezh (nac’het gantañ).
- 1961 : Rafael Trujillo, prezidant ar Republik Dominikan.
- 1964 : Reun Kreston, tudoniour ha livour breizhat, diazezer al luskad Unvaniez ar Seiz Breur.
- 1965 : Charles Chassé, arzvarnour, buhezskriver ha skrivagner breizhat.
- 1975 : Michel Simon, aktour suis.
- 1992 : Karl Carstens, prezidant Republik Kevreadel Alamagn.
Lidoù