FAIR and interactive data graphics from a scientific knowledge graph
Neuz
Diwar-benn bloavezh 1940 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Darvoudoù
Europa
- 13 a viz Meurzh: sinet ar peoc'h etre an URSS ha Finland.
- 18 a viz Meurzh: emgav etre Adolf Hitler ha Benito Mussolini en Alpoù da sevel un emglev etrezo a-enep Frañs hag ar Rouantelezh Unanet.
- 9 a viz Ebrel : aloubet eo Danmark ha Norvegia gant Alamagn. Deroù Emgann Norvegia.
- 10 a viz Mae : tagañ a ra Alamagn Luksembourg, an Izelvroioù, Belgia ha Bro-C'hall.
- 15-17 a viz Even : aloubet eo ar broioù baltek gant an Arme Ruz.
- 22 a viz Even : sinet eo ar peoc'h etre Bro-C'hall hag Alamagn.
- 7 a viz Gwengolo: sinet eo Emglevioù Craiova etre Bulgaria ha Roumania.
- 23 a viz Here: emgav etre Francisco Franco hag Adolf Hitler e Hendaia.
- 28 a viz Here : deroù Brezel Italia-Gres.
- 20-23 a viz Du : Hungaria ha Roumania a ya gant an Ahel.
Belgia
- 18-28 a viz Mae : aloubadeg ar vro gant Alamagn.
- 28 a viz Mae : sinet eo kodianidigezh ar vro gant ar roue Leopold III a Velgia.
Breizh
- 4 a viz Mezheven : niverenn gentañ L'Heure Bretonne.
- 17 a viz Mezheven: etre 2 000 ha 4 000 lazhet pa voe bombezet trenioù e Roazhon.
- 19 a viz Even: emgann etre martoloded ha soudarded vreizhat hag an Alamaned e Landerne.
- 21añ a viz Mezheven: emgann etre ar soudarded vreizhat hag ur golonenn alaman, er Pemp-Hent e Gwidel.
- 28 a viz Even: Jean-Marie Keranvel eus Plougerne a zo fuzuilhet gant an Alamaned e Brest.
- 17 a viz Gwenholon: e Sant-Jakez-al-Lann eo fuzuilhet Marcel Brossier, mekanikour anezhañ, evel tarver ; ar merzher kentañ e Bro-Roazhon an hini eo.
- 1añ a viz Du: skignet eo an abadenn gentañ e brezhoneg gant Radio Roazon-Breiz dre hantererezh Radio-Pariz.
- 2 a viz Du: anvet eo François Ripert da brefed rannvroel Roazhon.
Breizh-Veur
- 18 a viz Mezheven: galv an 18 a viz Mezheven gant Charles De Gaulle e Londrez
- noz 24/25 a viz Eost : bombezadeg gentañ war Londrez.
- 7 a viz Gwengolo: krog eo ar Blitz gant al Luftwaffe (aerlu alaman) ouzh ar Rouantelezh Unanet.
- 12 a viz Here : trec'h eo aerlu Breizh-Veur war al Luftwaffe. Distreiñ a ra Hitler war e vennozh da aloubiñ Breizh-Veur.
Frañs
- 26 a viz Mae - 4 a viz Even : Emgann Dukark, trec'het eo ar bagadoù gall ha breizhveurat gant an Alamaned.
- 17 a viz Even : anvet eo Philippe Pétain da brezidant ar c'huzul gant Albert Lebrun
- 22 a viz Even : sinet eo ar peoc'h etre Bro-C'hall hag Alamagn. Sevel a ra Winston Churchill e vouezh enep an dra-se.
- 10 a viz Gouere : votet eo an hollc'halloudoù da Philippe Pétain gant ar Vodadenn vroadel.
- 3 a viz Gwengolo: ul lezenn a aotre ar c'henvreuriezhoù da gelenn.
- 23 a viz Gwenholon: tailhet eo ar bara da 350 g an deiz.
- 30 a viz Here : embann a ra Pétain politikerezh kenlabour Bro-C'hall gant Alamagn.
Italia
- 9 a viz Even : emgav kuzh etre Pierre Laval, Benito Mussolini hag Adolf Hitler.
- 10 a viz Even : disklêriañ a ra Italia brezel da Vro-C'hall ha d'ar Rouantelezh-Unanet.
Izelvroioù
- 13 a viz Even : ar rouanez Wilhelmina hag ar gouarnamant a ya en harlu da Londrez.
- 16 a viz Even : sinet eo kodianidigezh ar vro gant ar jeneral Henri Winkelman.
Katalonia
- 15 a viz Here : fuzuilhet eo Lluís Companys, prezidant Generalitat Katalonia, e kastell Montjuïc.
Norvegia
- 7 a viz Ebrel : deroù Emgann Norvegia.
- 9 a viz Even : mont a ra ar roue Haakon VII hag ar gouarnamant en harlu d'ar Rouantelez-Unanet.
Pologn
- 2 a viz Here : roet eo an urzh da sevel Ghetto Varsovia gant ar gouarnour Ludwig Fischer. Echuet eo d'ar 16 a viz Du.
URSS
- 5 a viz Meurzh : sinet eo urzh lazhadeg Katyn gant izili Politburo Strollad Kumonour an Unvaniezh Soviedel.
Azia
Reter-nesañ
Reter-kreiz
- 22 a viz C'hwevrer : Tenzin Gyatso eo an Dalai Lama nevez.
Iskevandir indezat
Reter-pellañ
- 14 a viz Genver - 16 a viz Gouere : Mitsumasa Yonai zo kentañ ministr.
- 22 a viz Gwengolo : ac'huberezh Tonkin gant Japan. Deroù kenlabour Bro-C'hall gant Japan en Indez-Sina.
- 27 a viz Gwengolo : Emglev etre Japan, Alamagn hag Italia a-enep ar Rouantelezh-Unanet hag an SUA.
Afrika
- 18 a viz Even : lakaat a ra Belgia ar C'hongo belgiat e gourc'hemenn ar Gevredidi.
- 25 a viz Even : lakaat a ra Frañs he zrevadennoù afrikan e gourc'hemenn broioù an Ahel.
- 3 a viz Gouere : distrujet eo lestraz Frañs gant Breizh-Veur e Mers-el-Kebir. Kalz martoloded vreizhat zo lazhet.
- 8 a viz Gouere : taget e Dakar, kêr-benn an impalaeriezh trevadennel gall, gant Breizh-Veur.
- 26 a viz Eost : mont a ra gouarnour Tchad Félix Éboué da du ar Frañs dieub. Trevadennoù gall all a raio kement-se war e lerc'h.
- 27 a viz Here : envel a ra Charles De Gaulle Brazzaville da gêr-benn "Afrika c'hall".
- 21 a viz Kerzu: aet d'ar strad al lestr-spluj gall Narval en donvor da Sfax (Tunizia).
Amerikaoù
Norzhamerika
Mec'hiko
Stadoù-Unanet
- 5 a viz Du: dilennet eo Franklin Delano Roosevelt da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika evit an trede gwech.
Suamerika
Okeania
Arzoù ha lizhiri
Livañ
Sonerezh
Lennegezh
- 6 a viz Even: embannet ez eus e Halle (Alamagn) ul levrig, Breiz da Vreiziz ! ("Die Bretagne den Bretonen !") e ditl, gant Willy Krogmann (ezel eus an Deutsche Gesellschaft für keltische Studien).
Sinema
- 29 a viz C'hwevrer: dont a ra Hattie McDaniel da vezañ aktourez zu kentañ da c'hounit un Oskar evit he roll e Gone with the Wind.
- 5 a viz Gwengolo: eured Jean-Louis Barrault ha Madeleine Renaud.
Skiantoù ha politikerezh
- 29 a viz C'hwevrer : e Berkeley (Kalifornia) eo ez eo roet Priz Nobel ar Fizik 1939 da Ernest Lawrence gant pennkoñsul Sveden San Francisco, abalamour d'an Eil Brezel Bed.
- Dizoloadenn an astat gant an Amerikaned Dale R. Corson, Kenneth Ross MacKenzie hag an Italian Emilio Segrè.
- D'an 8 a viz Even e voe kenderc'het izotop 239 an neptuniom 93Np e Berkeley (Kalifornia), gant Edwin Mattison McMillan (Priz Nobel ar Fizik 1951) ha Philip Hauge Abelson dre skinata uraniom gant neutronoù.
Armerzh
Sport
A bep seurt/diasur
Gwelet ivez : Rummad:Ganedigezhioù 1940
- 14 Mae : Emma Goldman e Toronto, gwregelourez, stourmerez pouezus an emsav anarkour etrebroadel
Gwelet ivez: Rummad:Marvioù 1940