FAIR and interactive data graphics from a scientific knowledge graph

Ul lizherenn latin ispisial eo Ğ, or ğ, da lâret eo g gant ur breve, implijet gant an turkeg, azeri ha tatareg.

E turkeg eo mut al lizherenn-mañ (navet lizherenn al lizherenneg turkek anvet yumuşak ge, “g blot”).

Talvezout a ra evit diskouez e rank bezañ distaget hir ur vogalenn a deu en he raok, da skouer, dağ (“menez”), distaget [da:]. Goude e, i, ö hag ü avat e vez distaget [j] (pe y hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg).

Implijet e vez en azeri ha tatareg avat evit ober diouzh ar son kensonennel [ɣ] dre skrid, pe c'hoazh evit ober diouz ar son [ʕ] (kevatal d'al lizherenn arabek ع e penn-kentañ ur ger.


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.