Effects of the storage conditions on the stability of natural and synthetic cannabis in biological matrices for forensic toxicology analysis: An update from the literature

KemmaƱ al liammoĆ¹
Rap
singing style, seurt sonerezh, luskad arzel
Iskevrennad eusmusical performance, Hip hop KemmaƱ
Rann euship hop subculture KemmaƱ
Deiziad krouiƱ1970s KemmaƱ
Arvezyezh komzet, chant KemmaƱ
Bro orinStadoĆ¹-Unanet KemmaƱ
Pleustret gantrapper, MC KemmaƱ
Enebet ouzhpatter song KemmaƱ
50 Cent o rapiƱ

Ar rap zo un doare da zibunaƱ pozioĆ¹ en ur ganaƱ pe lavarout anezhe hag en ur bouezaƱ war darn anezhe. Rap a vez lavaret ivez eus ur seurt sonerezh a implij an doare-maƱ da ganaƱ, hag en deus ur plas bras e-barzh al luskad sevenadurel hip hop.

Diwanet en deus ar rap e metoĆ¹ ar Re Zu er StadoĆ¹-Unanet adalek ar bloavezhioĆ¹ 1970.

AwenoĆ¹ ha palioĆ¹ ar rap

Ar rap zo ur stil sonerezh a harp ar c'han gant komzoĆ¹ pouezet war ul lusk morzholiet. Ur c'haner rap a gan evit lavar ar pezh a soƱj.

Hiziv an deiz en deus kollet ar rap e nerzh un tammig peogwir e oa ar mennozh kentaƱ reiƱ da dud yaouank bezaƱ e-tro da lavarout ar pezh a soƱjent. Met gant ar c'hontrollerezh n'o deus ket gwir da lavarout kement o deus c'hoant hep riskaƱ un dell-gastiz, evel ar strollad NTM e Bro-C'hall : toullbac'het e voent abalamour m'o doa lavaret traoĆ¹ a-zivout ar gouarnamant en ur ganaouenn. (DaveoĆ¹ a vank)

Istor

Er StadoĆ¹-Unanet

Ar spoken word ("ger komzet") eo gourdad tostaƱ ar rap. Erruet e oa er StadoĆ¹-Unanet e penn-kentaƱ ar bloavezhioĆ¹ 1970. Un doare sonerezh eo ar rap, ganet e-barzh ar ghettoioĆ¹ stadunanat du, en amzer ar Black Panthers. "MC-ing" ("ober evel Master of Ceremony") al lodennoĆ¹ rapet. E 1979 e voe Rapper's Delight, gant ar strollad Sugarhill Gang, ar c'hentaƱ kanaouenn rap brudet-kenaƱ er bed.

E Bro-C'hall

E dibenn ar bloavezhioĆ¹ 1980 ec'h erruas er skinwel ar c'hentaƱ strolladoĆ¹ Freestyle (NTM, Assassin, MC Solaar da skouer). Er bloaz 1984 e teuas pouez d'ar rap e Bro C'hall pa voe skignet war ar media. Da skouer war TF1, an abadenn H.I.P H.O.P kinniget gant Sidney.

Ar ganerien o klemm, diwar ar bannlevioĆ¹, a reas berzh bras e kreiz ar bloavezhioĆ¹ 1990. DiskleriaƱ a rejont en o c'hanaouennoĆ¹ stad o buhez, hini o endro hag o mennozhioĆ¹. Ar rap eo ar c'hentaƱ stumm sonerezh a gomz diwar ar bannlevioĆ¹. O fennvad a voe ur gwir anadenn gevredadel : yaouankiz ar bannlevioĆ¹ a zizoloas en-dro ar blijadur da c'hoari gant ar yezh, da zorloiƱ ar gerioĆ¹, ar sonioĆ¹ hag ar sterioĆ¹. Ar rap a zeuas da vezaƱ un nor war an tu mat hag ar brud.

Ar rap gallek zo ur redenn sonerezh a zeu eus ar rap stadunanat, ha maget eo c'hoazh gantaƱ. Krog eo ar rap gallek da gaout e bersonelezh dezhaƱ. BraƱskellat a ra e gemennad etre klemmoĆ¹ taer hag arc'hadurioĆ¹ sokiopolitikel.
Kavet e vez abeg gant lod tud ec'h eo bet kemmet tro-spered al luskad gant ar mediaekadur hag an arc'hant puilh. Brudet-kenaƱ eo deuet ar rap da vezaƱ hiziv. AweniƱ a ra kalz saverien sonerezh filmoĆ¹ evel Steve Reich.

Kanerien zo a zo brudet evit o testennoĆ¹ pinvidik (Luv Resval, Tifā€¦).

E Breizh

E galleg
E brezhoneg
  • Ar c'haner rap Iwan B.
  • Krismenn : kaner kan-ha-diskan ha beatbox.
  • Plouz & Foen, gounezet gant an daouad-se kenstrivadeg sonerezh An Taol LaƱs e GBB 2023 e Langoned.

StiloĆ¹ disheƱvel

Kalz doareoĆ¹ rap a zo. Setu un nebeud skouerioĆ¹.

Ar rap gwregel

Ar merc'hed n'o deus ket ur plas bras e bed ar rap, ma n'ez eus lec'h nemet evit ar baotred(DaveoĆ¹ a vank). Gant ar plas brasoc'h gant ar merc'hed er rap ez eus bet temoĆ¹ nevez evel ar palforioĆ¹, plas ar merc'hed er bannlevioĆ¹ pe c'hoazh ar feulster etre priedoĆ¹. Met gwelet e vez c'hoazh ar rap gwregel evel un doare sonerezh tost d'ar c'hanaouennoĆ¹ boutin.
Missy Elliott ha Diam's emaƱ e-touez ar raperezed brudetaƱ.

Ar rap bling-bling

An drouganv-se a zeu eus trouzadell ar chadennoĆ¹ aour gwisket gant ar ganerien. Troet war-du ar moneiz eo an doare rap-se. E sonennoĆ¹ a gas en-dro d'ar Gangsta Rap eus kornĆ“g ar StadoĆ¹-Unanet. Ur c'haner evel Booba a vez gwelet evel ur skouer eus an doare rap-se, pe c'hoazh La Fouine ha Dabaaz.

Ar rap hardcore

Diaesoc'h eo live ar c'homzoĆ¹. Komz a ra alies eus ar re yaouank er bannlevioĆ¹. Ne vez ket skignet re ar rap hardcore gant an tier-embann bras. Skignet e vez dindan stumm kasedigoĆ¹ mesket pe albomoĆ¹ straet enrollet e-barzh studioioĆ¹ eeun. Ar ganerien n'int ket a-du gant ar reizhiad sokial hag ekonomikel, ha kanet e vez an traoĆ¹-se ganto gant pozioĆ¹ feuls-tre a wechoĆ¹, peurgetket diwar-benn ar polis hag un nebeud pennadurezhioĆ¹ politikel. Kavet e vez er renk-se kanerien evel Alibi Montana, Alpha 5.20, LIM, Sefuv, 113, NTM, Larsen.