Effects of the storage conditions on the stability of natural and synthetic cannabis in biological matrices for forensic toxicology analysis: An update from the literature

KemmaƱ al liammoĆ¹

Le roman d'Aquin, ou La conqeste de la Bretaigne par le Roy Charlemaigne, anavezet dre an anv La Chanson d'Aiquin, zo anv ur werz-veur c'hallek a zo bet kavet e dismantroĆ¹ manati Sezambr, a-dal da Sant-Malo, a voe bombezet ha distrujet gant ar Saozon e 1693.
Ar c'hoshaƱ barzhoneg c'hallek e lennegezh Breizh eo, bet savet en XIIvet kantved hag unan eus oberennoĆ¹ meur ar Grennamzer.

Un eilskrid bet fardet er XVvet kantved eo an dornskrid a zo bet kavet e Sezambr (niv. 2233 er BnF), ennaƱ 3 087 gwerzenn skrivet war 56 follenn ; unnek gwerzenn hepken zo war an hini ziwezhaƱ, hep meneg pe arouez ebet eus dibenn ar skrid.

Danvez

Aiquin, ur roue viking a zo Inconus e gwirionez, a zeu da aloubiƱ Breizh. YsorƩ, arc'heskob Dol (Wicohen e gwirionez)[1], a vod tro-dro dezhaƱ an aotrouien vrezhon hag a venn stourm evit frankiz Breizh.
Dizale ez erru Karl Veur gant e lu da skoazellaƱ ar Vretoned en ur brezel taer evit adperc'hennaƱ o bro, eus Aled da Zinarzh, eus Sezambr da Vrest hag eus Karaez da Venez C'homm.
Nesmes, dug Breizh (Nevenoe) a red ivez war-lerc'h ar Vikinged a-dreuz Arvorig.
Sant Kaourintin, bet skarzhet eus e beniti, a zegas d'an arme gristen an titouroĆ¹ rekis evit gounit an emgann diwezhaƱ.

Dibun

GwerzennoĆ¹ 1-34

Karl Veur a ziviz skoazellaƱ ar Vretoned. Gant e lu e loc'h eus Enez-FraƱs hag e tremen tre e Normandi ; un arsav a ra en Avranches hag e ro ur prof da abati Menez Mikael ar Mor.

35-164

Erru e Dol e kej Karl Veur ouzh YsorƩ hag an aotrouien vrezhon. An eskob a c'houlenn sikour digant ar roue enep Aiquin hag en deus staliet e lez en Aled a-raok aloubiƱ Breizh ha bro ar Franked. A-du gant ar Vretoned e sav Karl Veur.

165-434

Diwar intrudu YsorĆ© e kas Karl Veur pevar c'hannad davet Aiquin : ra vo badezet ar Viking, anez e vo brezel. Nac'haƱ a ra Aiquin, ha kadarnaat e vennozh da aloubiƱ an div vro. Kuitaat ar palez a ra ar gannaded en ur lazhaƱ pep a Viking. War o lerc'h e red gwazed Aiquin, met a-drugarez d'ur burzhud a-berzh Doue e c'hall ar gannaded distreiƱ da gamp Karl Veur.

435-848

War ali Nesmes e tiviz Karl Veur lakaat seziz war Aled, met setu erru rederien ar gannaded er c'hamp ; an holl war-bouez unan zo lazhet gant ar Franked. Diouzhtu e kas Aiquin an enepstourm. Pa nac'h adarre bezaƱ kristenaet e krog seziz Aled. Tri c'hant Frank zo prizoniet gant ar Vikinged en deiz kentaƱ, daou vil Viking gant ar Franked. Antronoz eo gloazet niz Aiquin gant ur Brezhon hag Aiquin a chom en Aled.

849-926

Goude an emgann e kont Hoes kozh istor e wreg, a oa mennet da lakaat sevel un hent a Garaez da Bariz pa welas ur voualc'h varv ; pa gomprenas ar goullo eus a oberoĆ¹ mab-den e tilezas he raktres. IntaƱv eo Hoes abaoe tost da gant vloaz, ha ne fell ket dezhaƱ addimeziƱ rak ne c'hall ket ur c'hozhiad bezaƱ karet gant ur vaouez yaouank. A-du gantaƱ e sav ar Franked.

927-1055

En Aled e tou Aiquin e lakaio Karl Veur da zianzav e relijion dindan boan a varv. Daeet eo gant an impalaer, hag e-kerzh an duvell e kouezh an daou stourmer war an douar. War-nes bezaƱ prizoniet emaƱ Karl Veur ; saveteet eo gant e varc'heien kaset gant Nesmes. DistreiƱ da Aled a ra Aiquin. Broudet gant e wreg e kas un eil enepstourm. Pevar c'hant Frank zo lazhet, ha gloazet meur a benn-bras. SemplaƱ a ra Karl Veur diwar boan, met goude bezaƱ bet frealzet gant Nesmes e kas e lu war-lerc'h ar Vikinged, a dec'h kuit ; ha distro Aiquin da Aled ur wech c'hoazh. Eno e lavar d'e wreg e tegaso roue ar Franked dezhi, bev pe varv.

1056-1070

Da noz e tistro ar Franked d'an dachenn-emgann evit beziaƱ o c'hamaladed varv. Karl Veur a laka sevel un iliz gouestlet da sant Stefan.

1071-1179

Da c'hortoz donedigezh soudarded fresk e treuzkas Karl Veur e gamp da Gastell-MaloĆ¹[2], nepell diouzh al lec'h ma kostezas MaloĆ¹ ; istor buhez ar sant.

1180-1250

YsorƩ a laka sevel un iliz d'ar Werc'hez Vari kent lakaat seziz war Dinarzh abalamour ma oa bet lazhet unan eus e soudarded gant ar Vikinged. War-nes kodianaƱ gant an eskob emaƱ an alouberien.

1251-1354

Ar penn viking hag a zalc'h Dinarzh a vroud e wazed da zistreiƱ d'an emgann. Buan avat e voe tangwallet ar wikadell gant ar Franked a-drugarez d'o zan gresian. TreuziƱ ar Renk a ra ar Vikinged, YsorƩ war o lerc'h, ha kavout goudor en Aled.

1355-1370

Taget Aled gant Karl Veur adarre, e-pad tri devezh. Kalz kristenien zo lazhet, ha paket tri c'hant Frank gant ar Vikinged.

1371-1417

EmaƱ ul lestraz viking o tont da zegas pourvezioĆ¹ da Aiquin ; paket eo gant YsorĆ©, a zarnaou ar preizh etre e soudarded.

1418-1454

Evit na c'hellfe ket Aiquin tec'hel kuit eus Aled ez a Nesmes d'en em staliaƱ war Enez Sezambr gant e vignon Fagon.

1455-1857

Taget Sezambr gant arme Aiquin da serr-noz, ha drouklazhet ar rannarme gristen ; gloazet garv eo Nesmes, met gant skoazell Fagon e teu a-benn da dizhout an douar bras. Tra ma chom Nesmes war an aod ez a Fagon da gelaouiƱ Karl Veur ; hemaƱ a erru war an aod dik a-raok ma vefe beuzet dug Breizh.

1858-2028

Taget Aled gant Karl Veur adarre, met buan e rank kilaƱ. Chom a ra war an aod, ma laka sevel ur chapel da sant Servan ; er chapel e laka ur groaz ne c'hallo den falsleaƱ dirazi hep na vefe gwallerru gantaƱ pe ganti.

2029-2209

War ali ur marc'heg kozh, ar Franked a ampoezon an andon nemeti a gas dour da Aled. Buan e c'houzaƱv ar Vikinged diwar sec'hed ha naon. Tec'hel kuit a ra Aiquin dre vor davit sikour ; aochaƱ a ra betek Beg Lokmazhe, chom e Brest e-pad un nozvezh kent mont da Garaez ma laka kreƱvaat ar mogerioĆ¹-difenn. Tregont mil Viking a zeu eus Naoned d'e skoazellaƱ.

2210-2372

KodianaƱ gant Karl Veur a ra ar Vikinged a zo chomet en Aled, hag asantiƱ d'ar badeziant. Divac'het eo ar brizonidi frank, ha Karl Veur a laka sevel ur gouent ma lid YsorĆ© un oferenn kent bezaƱ lakaet e penn kĆŖr.

2374-2618

Gant Karl Veur ez a Nesmes da lakaat seziz war ur gĆŖr anvet Gardoyne [3]. Petrak bennak ma'z int bountet kuit gant ar Vikinged e teu ar gristenien a-benn da dizhout troad ar voger-zifenn. Ar penn viking a glask lakaat truaj warno, met ne oar ket emaƱ Aled e dalc'h ar Franked. AdlaƱset an emgann eta, ha pan erru Karl Veur gant e soudarded ez a ar Vikinged da glask goudor e kĆŖr ; gloazet eo roue ar Franked, ha war-nes bezaƱ prizoniet.

2619-2712

Dre bediƱ e c'houlenn Karl Veur digant Doue distrujaƱ Gardoyne. Diouzhtu e tarzh ur barrad arnev spontus, ha liƱvet eo kĆŖr. Un nebeud kristenien zo beuzet. Goude ur bedadenn gant YsorĆ© e paouez ar barrad.

2713-2763

Donedigezh ur rannarme bet kaset gant ar pab.

2764-2837

Hag eƱ gloazet e tiviz Karl Veur mont da lakaat seziz war kĆŖr Garaez m'emaƱ Aiquin. Gant o roue lakaet en ur c'harr e treuz ar Franked ar Renk hag ez eont war-du ar Su dre Gersaout, ma tapont kalz prizonidi.

2838-2912

Un emgann meur zo e Karaez ; trec'het eo Aiquin gant Nesmes, met a-drugarez d'e wazed n'eo ket lazhet ar roue viking.

2913-2969

Techel kuit gant e wreg a ra Aiquin. Redek war e lerc'h a ra Nesmes, ha pakaƱ ar rouanez viking kent he c'has dirak Karl Veur ; asantiƱ a ra-hi d'ar badeziant.

2970-3023

Aiquin a gav repu en ur c'hastell war Menez C'homm. Eno en em gav sezizet gant ar Franked, a zo erru dre Goad Neved e Kerlaz ; ar Vikinged a glask kuitaat ar c'hastell, en aner avat met lazhet eo kannad ar pab en emgann. Evit e zialaƱ e laka Karl Veur tangwall er c'hreƱvelc'h.

3024-3074

Dont a ra Aiquin a-benn da dec'hel kuit dre vor, ha pan erru e peniti Kaourintin e c'hall an danvez sant achap kuit a-drugarez Doue. Dizale e kav Kaourintin an armead Franked hag en o c'has betek al lec'h m'emaƱ an enebourien.

3075-3087

Un emgann all zo. DuvelliƱ a ra Nesmes hag ar Viking Aliafin ā€” (amaƱ ez echu an dornskrid 2233).

Oad ar werz-veur

Koshoc'h a-galz eget an dornskrid a zo deuet betek ennomp eo La Chanson d'Aiquin ; kenemglev zo etre ar grennamzerourien evit lavarout e oa bet aozet a-raok dibenn an XIIvet kantved, un tri c'hant bloaz goude an darvoudoĆ¹. Meur a elfenn a harp kement-se :

Levrlennadur

  • JOƜON DES LANGRAIS, FrĆ©fĆ©ric : Le roman d'Aquin, ou La conquĆŖte de la Bretaigne par le Roy Charlemaigne : chanson de geste du XIIe siĆØcle, SociĆ©tĆ© des Bibliophiles bretons, Naoned, 1880 ā€“ En-linenn
  • JACQUES, Francis : Aiquin ou la ConquĆŖte de la Bretagne par le roi Charlemagne - Edition du manuscrit 2233 de la B.N.F ā€“ UniversitĆ© de Provence, 1979 (ISBN 978-2-901104-07-0)
  • La Chanson d'Aiquin ā€“ Traduction et prĆ©sentation de Jean-Claude Lozac'hmeur et Maud Ovazza ā€“ Ɖditions Jean Picollec, 1985 (ISBN 978-2-86477-064-0) ā€“ Embannet gant skoazell Skol-Uhel ar Vro.
  • LENOIR, Nicolas : Ɖtude sur la Chanson d'Aiquin ou La conquĆŖte de la Bretagne par le roi Charlemagne, HonorĆ© Champion, 2009 (ISBN 978-2-7453-1772-8)

LiammoĆ¹ diavaez

NotennoĆ¹

  1. ā†‘ Gwelout ar pennad Konan IaƱ.
  2. ā†‘ Ur c'harter e Sant-MaloĆ¹ hiziv.
  3. ā†‘ A vije Sant-Suliav ; gwelout Enceinte mĆ©diĆ©vale dite "L'HuitriĆØre".
  4. ā†‘ Tretouz estoint o le bon YsorĆ©, / Ly arcevesque de Doul l'arceveschĆ© 765-66 ; Quant fut logĆ© l'emperiere senĆ©, / Donc se logea l'arcevesque YsorĆ© 1180-81 ; Quar moult les griesve l'arcevesque YsorĆ© 1249.
  5. ā†‘ Et de Dolas quens Morin le Breton 84.
  6. ā†‘ Et sy y est de Mont Releys Hamon 81 ; Hamon y est qui est de grant beaultĆ© / De MourellĆ©s est sere et avouĆ© 755-56.
  7. ā†‘ Da skouer : la gent haye ("an noueaƱs kasaet") 561 ; la chenaille ("ar bagad chas") 729 ; les traĆÆstre(s) mĆ¢tin(s) ("ar chas trubard") 3037, 3040.