Effects of the storage conditions on the stability of natural and synthetic cannabis in biological matrices for forensic toxicology analysis: An update from the literature

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-maƱ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiƱ.
Gallout a rit skoazellaƱ Wikipedia dre glokaat anezhaƱ

Termenadur

Ar gevelouri a zo ur stumm kevredad diazezet war pennaenn ar c'hevelerezh. Servijout ar gwellaƱ e berzhidi (gopridi pe gevelourien) eo he fal. Diazezet eo war ar bennaenn zemokratel Ā« un den, ur vouezh Ā» evit an divizoĆ¹ da gemer, er mod-se eo par a-fet gwir ar c'hopridi pe ar gevelourien.
Un embregerezh aparchant d'an armerzh kenwerzhel eo ar gevelouri, nemet ne bren ket e genberc'hennerien kevrannoĆ¹, met lodennoĆ¹ sokial ha ne resevont nemet ul lodenn eus ar gounidoĆ¹.

SeurtoĆ¹ kevelourioĆ¹

Renket e vez ar c'hevelourioĆ¹ diwar o falioĆ¹ pennaƱ pe o statudoĆ¹ gwirael :

E FraƱs, ar frammoĆ¹ kevelourel diseurt-se a vez bodet e-barzh ar Conseil National de la CoopĆ©ration (CCB) (Strollad Broadel ar C'hevelerezh). El live bedel ez eo an International Cooperative Association (ICA) a vod anezho. Ar c'hevelourioĆ¹ produiƱ o deus un aozadur bedel dezho o-unan : The International worker cooperative federation CICOPA.

An diforc'h etre Ā« kevelouri Ā» ha Ā« kenwarez Ā» a denn muioc'h da grafoĆ¹ anvelezh ha framm gwiraouel eget da ziforc'hioĆ¹ war ar seurt obererezh.

Istor berr

Robert Owen (1771ā€“1858) a seller outaƱ evel tad al luskad kevelourel. Ur c'hembread anezhaƱ, graet ur fortun e kenwerzh ar c'hoton, Owen a soursie ouzh lakaat e labourerien en un endro dereat ma c'hellent tapout deskamant evito hag o bugale. Ar mennozhioĆ¹-se a voe lakaet e pleustr gant berzh e labouradegoĆ¹ koton New Lanark, e Bro-Skos. Eno e oe voe digoret ar stal gevelourel gentaƱ. Broudet gant ar berzh-se e teuas dezhaƱ ar soƱj da grouiƱ Ā« kĆŖriadennoĆ¹ keveliƱ Ā» lec'h ma 'n em dennfe ar vicherourien o-unan e-maez ar baourentez dre c'hounit o boued, sevel o dilhad hag e fin ar gont 'n em ren o-unan. Klask a reas sevel ar seurt kumuniezh en Orbiston e Bro-Skos hag e New Harmony, Indiana e StadoĆ¹-Unanet Amerika, met d'an traoƱ ez eas an div gumuniezh.

Goude m'eo gant Owen e voe awenet al luskad kevelour, tud all;ā€“ evel an Dr William King (1786-1865);ā€“ a sammas e vennozhioĆ¹ hag a reas dezho bezaƱ embregadusoc'h ha pleustrekoc'h. King a gave gwell dezhaƱ kregiƱ war un derez bihan, ha meizaƱ a reas e rankfe ar renkadoĆ¹ micherour aozaƱ kevelourioĆ¹ diouzh o ezhommoĆ¹, setu ma 'n em roas ar c'helenn da gefridi pennaƱ. DiazezaƱ a reas ur mareadeg miziek The Cooperator e anv, ma teuas er-maez an niverenn gentaƱ d'ar c'hentaƱ a viz Mae 1828. EnnaƱ e gaved mesk-ha-mesk prederouriezh kevelourel ha tunioĆ¹ pleustrek a-zivout meraƱ ur stal hervez ar pennaennoĆ¹ kevelourel. King a aliae an dud da chom hep en em droc'haƱ a ziwar ar gevredigezh, met kentoc'h da sevel ur gevredigezh e-barzh ar gevredigezh, ha da gregiƱ gant ur stal dre m'eo Ā« ret mat deomp mont d'ur stal bemdez gouloĆ¹ evit prenaƱ boued ha diankajoĆ¹ - perak neuze ne c'hallfemp ket mont d'hor stal-ni ? Ā» Kinnig a reas reolennoĆ¹ a skiant-vat, evel ensellet ur wezh ar sizhun ouzh ar c'hontoĆ¹, bezaƱ tri c'henverour, ha nag aozaƱ emvodoĆ¹ e tavarnioĆ¹ (kuit a vezaƱ temptet da evaƱ ar c'hounidoĆ¹). Ur bochad gwiaderien baour, 27 gwaz hag ur vaouez, a 'n em vodas evit stummaƱ ar Rochdale Equitable Pioneers Society (Kevarzhe Difraosterien Reizh Rochdale) e diwezh 1843. Difraosterien Rochdale, evel ma oad krog d'ober anezho, a embannas PennaennoĆ¹ Rochdale e 1844, m'eo diazezet al luskad kevelour warno hiziv.

KumuniezhioĆ¹ kevelourel a gaver bremaƱ dre ar bed a-bezh, unan eus ar skouerioĆ¹ brasaƱ hag ar muiaƱ a berzh dezhaƱ a zo hini MondragĆ³n e Arrasate e Su Euskadi (s.o. al liamm a-is). KevelourioĆ¹ o deus graet berzh e Yougoslavia da vare Tito lec'h ma voe deroet da guzulioĆ¹ micherour ur roll heverk er meraƱ.

Saviad a-vremaƱ

N'eo ket reizhiadek evit c'hoazh ar pennad amaƱ da heul, kentoc'h ez eo un heuliad skouerioĆ¹ aozadurioĆ¹ kevelourel / kenwarez dre ar bed.

Europa

Euskadi

  • Ar strollad MondragĆ³n, en deus da obererezhioĆ¹ ar c'henderc'hiƱ, ar c'hred, ar c'helenn hag an imbourc'h, lec'hiet e Arrasate, e Su-Euskadi (218 embregerezh ha 71 000 goprad, un hanter anezho a zo war un dro kevrennerien). ProduiƱ a ra pergen titredanerezh dindan ar merk FAGOR ;

Alamagn

  • Ar strollad Raiffeisen, a orin alaman, imboudet frank en Alamagn, Aostria, Benelux, Suis ha bremaƱ en Europa ar reter. TennaƱ a ra e obererezh pergen ouzh al labour-douar hag ar bank hag ar gevrennerien a zo dreist-holl an arvalien ;

Suis

  • Ar gevelouri Migros, brasaƱ dasparzher suis a broduioĆ¹ beveziƱ ;
  • Ar gevelouri Coop, eil dasparzher suis a broduioĆ¹ beveziƱ.

Sveden

FraƱs

Galloudus eo deuet da vezaƱ kevelourioĆ¹ gennad ar gounezerezh, kelevourioĆ¹ kenderc'haƱ, dreist-holl. Galloudus eo kevelourioĆ¹ gwerzhaƱ ha kevelourioĆ¹ prenaƱ an dasparzherezh bras ivez.

Ur plas heverk o deus bet ar c'hevelourioĆ¹ beveziƱ (bet ganet e dibenn an 19vet kantvet e keodedoĆ¹ micherour An Oriant, Sant-Nazer, Naoned, Felger, Brest...). Tapet laƱs ganto goude an eil brezel-bed gant stalioĆ¹-karter Coop o anv (betek 30% eus ar prenaƱchoĆ¹ er Morbihan), e oa bet unanet o rouedadoĆ¹ etre 1946 ha 1973 ha stummet ar c'hevread UCB, a oa e sez hag e sanailhoĆ¹ en Oriant. Gant kevezerezh ar gourmarc'hadoĆ¹ e oa kroget an diskar : freuz-stal disklĆŖriet e 1982, ha barnet an dibennfreuzaƱ 4 bloaz war-lerc'h. E tachenn al labour-douar hag ar servijoĆ¹ kellidel e chom bras lodenn ar c'heveliƱ. Ur bezaƱs arouezel a zo ivez tro-dro d'ar sevenadur.

Asia ha Meurvor Habask

Loc'het e 1897, al luskad kevelourel a voe frammet e 1921, dindan renerezh Toyohiko Kagawa. Abaoe 1962 eo unanet dindan an anv NadaKobe, deuet da vezaƱ Co-op Kobe e 1991. Ar stalioĆ¹ beveziƱ a sav niver o izili da 9 milion a diegezhioĆ¹, da lavaret eo 20% anezho.

Amerika

Bez 'ez eus en tu-hont da 300 kevelouri produiƱ er StadoĆ¹ Unaned, a vod muioc'h eget 3 500 den hag a c'han muioc'h eget 400 milion $ gounid dre vloaz. Stankoc'h en em gavont er biz, war an aod kornĆ“gat ha Midwest an hanternoz. Ar braz anezho a zo aferioĆ¹ bihan, gant un nebeud anezho brasoc'h mat ha brudet. Un toullad mat a aparchant da c'hennadoĆ¹ ar c'henwerzh hag ar servijoĆ¹.

Gwelet ivez



Commons
Commons
Muioc'h a restroĆ¹ diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.