Effects of the storage conditions on the stability of natural and synthetic cannabis in biological matrices for forensic toxicology analysis: An update from the literature
Taolenn
Akademiezh zo un anv a vez roet da veur a vodad pe skol uhel.
E penn kentañ e oa anv ul liorzh e rakkêrioù Aten (Bro-Hellaz), war lez ar Kephisos, e lec'h ma oa bet sebeliet an haroz Akadêmos. Un ti-jiminas e oa savet eno. Gant Cimon e voe bet lakaet gwez ha delwennoù eno. An Akademiezh kentañ, savet gant ar prederour hellazat Platon, er bloaz 388 kent J.-C., a oa ur skol a brederouriezh en Aten. Gwelet e oa Akademiezh Platon evel ur sektenn.
Adimplijet eo bet an termen akademiezh evit pep seurt skolioù uhel o live a ra war-dro an arzoù, pe ar skiantoù, pe skoueriekadur ar yezhoù. Evit skolajoù evit n'eus forzh studioù uhel e vez implijet e broioù zo.
- Un akademiezh zo ur skol sonerezh
- Akademiezh lennegel Breizh ha Broioù-al-Liger, staliet e Naoned
- Kreiz Breizh Akademi, ur stummadur hir (12 miz) evit ar sonerien har ar ganerien, aozet gant Erik Marchand hag e skipailh
- An Académie française, krouet gant ar roue Loeiz XIII Bro-C'hall goude kinnigadenn Richelieu e 1635, evit studiañ ha skoueriekaat ar galleg, hep teurel pled ouzh yezhoù all a zo e Bro-C'hall, ar brezhoneg en o zouez.
- Un akademiezh zo ur rann eus an deskadurezh-Stad e Bro-C'hall.
- Star Academy zo un abadenn skinwel e galleg, aozet ha skignet gant TF1.
- Euskaltzaindia, an akademiezh evit studiañ ha skoueriekaat an euskareg, krouet e 1919 e Oñati (Gipuzkoa), ur skourr e Norzheuskadi (Iparralde) ouzhpennet da c'houde.
- Ar Real Academia Galega, an akademiezh evit studiañ ha skoueriekaat ar galizeg krouet e 1906.
- E 1563 e voe bet krouet Akademiezh an tresañ e Firenze gant Giorgio Vasari.
- An Accademia della Crusca, an akademiezh evit studiañ ha skoueriekaat an italianeg
- An Academi Gymreig, an akademiezh evit studiañ ha skoueriekaat ar ar c'hembraeg .
- Akademiezhioù roueel Sveden, an akademiezh evit studiañ ha skoueriekañ ar swedeg
Pennadoù kar
Liammoù diavez
Levrlennadur
- Guy Rachet : Dictionnaire de la civilisation grecque. Larousse 1992-1998. Le Grand Livre du Mois. Paris. 1992