Type a search term to find related articles by LIMS subject matter experts gathered from the most trusted and dynamic collaboration tools in the laboratory informatics industry.
Kalifiezh Córdoba (en arabeg: خلافة قرطبة , Khilāfat Qurṭuba), pe kalifiezh ar c'hornôg, a oa ur rouantelezh vuzulman savet e kreisteiz ha reter ledenez Iberia, savet gant Abd-al-Rahman III en 929. Kêr Córdoba e oa ar gêr-benn. Ganti e voe lakaet fin d'an emiriezh dizalc'h savet gant Abd-al-Rahman Iañ en 756. Padout a reas Kalifiezh Córdoba betek 1031, pa voe diskaret ha pa'z eas e tammoù, pe e rouantelezhioù, anvet taifaoù.
Kalifiezh ar c'hornôg a vez lavaret eus Kalifiezh Córdoba, e dalc'h an Omeyaded, pe Omeyaded Córdoba, hag a zalc'he ouzhpenn 80 % eus ledenez Iberia. E-keit se e oa kalifiezh ar reter, pe kalifiezh Bagdad, e dalc'h an Abbassided, en amzer-hont ma oa ar sevenadur islamek en e varr uhelañ.