Infrastructure tools to support an effective radiation oncology learning health system
Taolenn
La Bayamesa, pe Himno de Bayamo, zo ur ganaouenn spagnolek bet savet an ton (e miz Eost 1867) hag ar gerioĆ¹ (e 1868) anezhi gant an emsaver kuban Pedro Figueredo. Kempennet e voe gant ar sonaozer Manuel MuƱoz CedeƱo evit ma vije sonet gant ul laz-seniƱ.
Klevet e voe an ton anezhi d'an 11 a viz Mezheven 1868 evit ar wech kentaƱ en iliz-veur Bayamo, c'hoariet dirak pennoĆ¹ bras ar gouarnamant trevadennel spagnol a oa deuet da lidaƱ Gouel ar Sakramant. Un nebeud mizvezhioĆ¹ diwezhatoc'h e tarzhas ar Brezel Dek Vloaz ouzh Spagn d'an 10 a viz Here. D'an 18 e krogas Emgann Bayamo ha ne zaleas ket kĆŖr da gouezhaƱ etre daouarn an emsavidi guban : rediet e voe al lu spagnol da godianaƱ d'an 20 da noz. Hervez kont en dije Figueredo skrivet ar gerioĆ¹, hag eƱ chomet a-c'haoliad war e varc'h. Lakaet e voe harz warnaƱ gant ar soudarded spagnol ha kaset d'ar marv d'ar 17 a viz Eost 1870 e Santiago de Cuba : kent mervel en devoe amzer da rannaƱ un nebeud gerioĆ¹ eus e ganaouenn : Ā”Morir por la Patria es vivir!
Degemeret e voe da himn Kuba ent-ofisiel e 1902, o virout an daou boz kentaƱ hepken dre ma voe kavet ar re da-heul re dagus ouzh emlorc'h ar Spagnoled...
Ar gerioĆ¹ orin
- Al combate corred bayameses,/D'an emgann deredit tud eus Bayamo
- que la Patria os contempla orgullosa./dre m'emaƱ ar Vammvro o sellet ouzhoc'h, lorc'h enni.
- No temƔis una muerte gloriosa/Na zoujit ket rak ur marv glorius,
- que morir por la Patria es vivir!/rak mervel evit ar vammvro a zo kement ha bevaƱ !
- En cadenas vivir, es vivir
- en afrenta y oprobio sumido.
- Del clarĆn escuchad el sonido.
- Ā”A las armas!! valientes, corred
- No temƔis los feroces iberos,
- son cobardes cual todo tirano,
- no resisten al bravo cubano
- para siempre su imperio cayĆ³.
- Ā”Cuba libre! ya EspaƱa muriĆ³,
- su poder y orgullo Āædo es ido?
- Ā”Del clarĆn escuchad el sonido,
- Ā”Ā”a las armas!! valientes, corred!
- Contemplad nuestras huestes triunfantes,
- contempladlos a ellos caĆdos,
- por cobardes huyeron vencidos :
- Ā” por valientes sabemos triunfar !
- Ā” Cuba libre ! podemos gritar
- del caĆ±Ć³n al terrible estampido,
- Ā” del clarĆn escuchad el sonido
- Ā”Ā”a las armas!! valientes, corred !
Brezhoneg
DoareoĆ¹ all
Savet e voe un doare all eus ar ganaouenn, e 1908, gant ar sonaozer Sindo Garay, Mujer bayamesa an titl anezhi. Dindan an titl La Bayamesa e voe enrollet gant an daouad a yae d'ober JesĆŗs Cabrisas hag Irene Farach ha chomet e oa anavezet evel-se. He c'hlevet a c'heller en albom Buena Vista Social Club deuet er-maez d'ar 16 a viz Gwengolo 1997.