Cybersecurity and privacy risk assessment of point-of-care systems in healthcare: A use case approach

Viį»‡t Minh
national liberation movement, guerrilla movement, popular front
Rann eusresistance during World War II KemmaƱ
Deiziad krouiƱ1941 KemmaƱ
Anv er yezh a orinViį»‡t Minh KemmaƱ
PrezidantHį»“ ChĆ­ Minh, LĆŖ Duįŗ©n, Phįŗ”m Văn Đį»“ng KemmaƱ
StadViĆŖt Nam KemmaƱ
Political alignmentTu-kleiz KemmaƱ
Ideologiezh politikelsocialist patriotism, Ho Chi Minh Thought, anti-imperialism KemmaƱ
Heuliet gantViet Cong KemmaƱ
Erlec'hiet gantLeague for the National Union of Vietnam KemmaƱ
Banniel ar ViĆŖt Minh

Viį»‡t Minh, Viet-Minh, ViĆŖt-Minh pe Vietminh, berradur eus Viį»‡t Nam Đį»™c Lįŗ­p Đį»“ng Minh Hį»™i "Kevread evit Dizalc'hiezh ViĆŖt Nam", a oa ur c'hevread broadel evit dizalc'hiezh ViĆŖt Nam savet e PĆ”c BĆ³ d'an 19 a viz Mae 1941.
Ar Viį»‡t Nam Đį»™c Lįŗ­p Đį»“ng Minh Hį»™i a oa bet ganet e Nanjing, Sina, etre miz Eost 1935 ha fin ar bloavezh 1936 pa voe kavet an tu gant broadelourien nann-komunour ViĆŖt Nam da gejaƱ gant holl nerzhioĆ¹ broadelour ar vro evit sevel un talbenn unvan enep-impalaeriel.

VƵ NguyĆŖn GiĆ”p hag HĆ“ Chi Minh e 1942

An aozadur a gouezas goustadik en e boull betek ma voe adlaƱset da vat gant ar Strollad Komunour Indezat-sinat, Hį»“ ChĆ­ Minh en e benn e 1941. Ar Viį»‡t Minh en em roas evel pal pennaƱ deubiƱ ar vro diouzh an Impalaeriezh Trevadennel C'hall. E-pad an Eil Brezel-bed, ar StadoĆ¹-Unanet kement ha Republik Sina a roas harp d'ar ViĆŖt Minh a-enep an alouberien japanat. Goude ar Brezel-bed, pa grogas ar stourm a-enep an drevadennerien c'hall, e voe harpet ar C'hallaoued gant SUA a-enep ar ViĆŖt Minh. Ur wech kollet ar brezel gant ar C'hallaoued en em gavas ar ViĆŖt Minh o stourm kement a-enep nerzhioĆ¹ SUA evit re Republik Su Vietnam.

Vo Nguyen Giap, e-tal nerzhioĆ¹ Viet-minh o tont da vezaƱ Lu Norzh Vietnam e 1944

Eil Brezel-bed

E-pad an Eil Brezel-bed, Impalaeriezh Japan a aloubas an trevadennoĆ¹ c'hall indez-sinaat. Ar ViĆŖt Minh a stourmas a-enep Japaniz hag ivez a-enep an nerzhioĆ¹ C'hall a oa chomet evit derc'hel an trevadennoĆ¹. E dibenn ar bloavezh 1944, ar ViĆŖt Minh a embanne bodaƱ 500 000 a izili, 200 000 anezho en Tonkin, 150 000 en Annam ha 150 000 e Kochinchina. Pa godianas Japan e miz Eost 1945 e roas he beli war lod savadurioĆ¹ foran betek reiƱ lod eus hec'h armoĆ¹ tapet digant al lu c'hall d'ar Viį»‡t Minh, a oa renet gant Hį»“ ChĆ­ Minh. Ar pal a oa lakaat pennoĆ¹ broadelour ViĆŖt Nam da stourm a-enep an drevadennerien c'hall. Lod soudarded Lu Impalaeriezh Japan a emezelas er ViĆŖt Minh evit reiƱ o harp d'ar stourm dieubidigezh e-ser distreiƱ da Japan.

9 a viz Here 1954 : dibunadeg seder soudarded ar ViĆŖt Minh e Hanoi
Trec'h e-pad Emgann Dien Bien Phu (7 a viz Mae 1954) soudarded ar Viį»‡t Minh o hejaƱ o banniel.

ViĆŖt-Minh ha Breizh

E Breizh, ar vroadelourien eus al luskad Breiz Atao a glaskas reiƱ o harp d'ar ViĆŖt Minh dre ur santimant enepgall. Er gazetenn Breiz Atao e voe embannet neuze pennadoĆ¹ a harpe dieubidigezh ViĆŖt Nam pe a roe meul d'ar vroadelourien a oa o stourm eno evit o frankiz. CĆ©lestin LainĆ©, er bloavezhioĆ¹ 1950, a roas un harp milourel dezho. Ul liamm a vez graet etre an trevadennoĆ¹ c'hall en estrenvro ha Breizh.
Setu amaƱ ar pezh a skrivas "J. La B." (Olier Mordrel) e skrid-digeriƱ Breiz Atao niverenn 1 :

Ā« Par le Fer et par le Feu
Beaucoup de personnes sā€™Ć©tonnent de lā€™attitude de Breiz Atao parce quā€™elles ne comprennent pas et ne reconnaissent pas que la Bretagne soit opprimĆ©e. [ā€¦]
Nous sommes opprimĆ©s parce quā€™au lieu de nous gouverner nous-mĆŖmes, nous sommes gouvernĆ©s par des Ć©trangers Ć  notre Pays. [ā€¦]
Les Africains du Nord, animĆ©s par ce grand souffle moderne qui veut quā€™aucun peuple ne soit lā€™esclave dā€™un autre, revendiquent leur autonomie. La rĆ©pression ne sā€™est pas faite attendre [ā€¦]
En Indochine, la mĆŖme politique de la matraque et de la calomnie [ā€¦] Ā»

PennadoĆ¹ kar